Huchal a ra an « didrevadennerien » ouzh ar re wenn hag a gendalc’h, sañset, gant ur seurt nevez-impalaerouriezh en Afrika. Hogen, war a seblant, n’o deus ket ezhomm afrikaniz ouzh ar re wenn evit en em drevanniñ o-unan. E proviñs ar Sankuru, e kreizig-kreiz Republik Demokratel ar C’hongo, e vez komzet otetela. 90% eus tud ar proviñs a oar ar yezh bantoue-se ha talvezout a ra da genyezh du-hont. Hogen, nevez zo ez eus bet roet levrioù klas e lingala d’ar skolidi gant ar gouarnamant ha n’eo ket en otetela.
Savet en deus Lambert Mende, kannad ar broviñs e parlamant Kinshasa, e vouezh a-enep seurt diviz. « Se zo ober gwasoc’h eget paouez » emezañ. « Al lingala pe forzh peseurt yezh vroadel all a c’hell bout kelennet e Sankuru, met evel un danvez dibab, ouzhpenn d’ar galleg. An otetela ez eo a zle bout yezh deskiñ ar vugale ha n’eo ket al lingala ».
Peder yezh vroadel a zo en RDC : lingala, swahili, tshiluba ha kikongo, met ar galleg an hini eo a dalv da genyezh ha yezh ofisiel nemeti. Etre 200 ha 400 yezh all a vez komzet er vro, yezhoù batoue an darn vrasañ anezhe met ivez yezhoù nilo-saharian.
Crédit photo : DR
[cc] Breizh-info.com, 2021, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine