Hir eo memor ar pobloù ha sanket don roudoù ar gristeniezh war douar Europa. Pentelloù a zo Le Pellerin hec’h anv e galleg. A-holl viskoazh eo bet ar porzh-se eus Bro-Rez un treizh etre norzh ha su ar c’hevandir. Gwechall e veze treuzet al Liger e Pentelloù gant pirc’hirined a zae da Gompostela. Bremañ e vez treuzet ar stêr mil gwech bemdez gant ur vag-treizh digoust hag a gas an dud hag ar c’hirri-tan en tu-all, da gKoeron. War skoed ar gumun eo chomet Kregin-Sant- Jakez (teir a zo) hag er gumun e vez gwelet an arouez amañ hag ahont, ouzh gourinoù-dor pe ouzh mogerioù zo.
Ur gwir blijadur eo gouestlañ un abardaevezh o kantreal war kaeoù Pentelloù. Panelloù titouriñ a zo bet staliet gant ar gumun un tamm e pep lec’h. Gante e c’hell ar valeerien deskiñ istor Pentelloù, ken pinvidik a-drugarez d’al Liger, d’ar mor, d’ar biggi o tremen, d’an ezporzhañ war-du ar broioù tramor.
Er porzh ez eus un uzin gwinegr gozh da skouer. Gwechall e veze kaset ar gwinegr-se da gKayen, e Guyane, evit puraat an dour evet gant ar c’haleourien ! Al listri a chome e kreiz ar stêr-Liger hag an tonelloù a veze kaset war vourzh ha yao d’ar C’holoni !
Met pelloc’h eget ar porzh, war-du ar reter, e c’heller ober ur vrav a bourmenadenn a-hed al Liger betek kanol ar Martinière. Tro-all, e oa diaes d’al listri bras, pounner o fard, merdeiñ war al Liger etre Naoned ha Sant-Nazer. Dav e oa d’ar gapitened merdeiñ diouzh ar sell, en ur c’hlask ober kammigelloù etre ar bankoù traezh ken cheñch-dicheñch d’ar mare-hont.
E 1882 e krogas ar gouarnamant gant chanter kanol ar Martinière, kement hag aesaat tremen al listri. 10 vloaz e padas al labourioù hag a-drugarez d’ar ganol (15km a hirder, 55m a ledander, 6m a zonder) e voe savet porzh Naoned. E 1913 e voe berziet ar Martinière d’al listri pounner o fard a-benn ar fin rak kavet e oa bet ar moaien da ravanelliñ gwelloc’h an traezh el Liger.
Bremañ ez eo kanol ar Martinière ul lec’h pourmen evit an dud. Bigi kozh o verglañ tro-dro d’ar skluz, bigi pesketourien diwezhañ al Liger o vont gant red an dour. Ul lec’h « bugulgan » ez eo ma’z eus unan !
Etre ar porzh hag ar ganol e tremen ar pirc’hirin a-vremañ dre greiz ur goant a gêriadenn : hini La Martinière justawalc’h. Tiez kozh ha renevezet mat o sellet ouzh ar stêr hag ar pradoù-sall, loened o peuriñ, manerioù (diouzh ar c’hiz e voe da chom e Pentelloù evit ar gabinened hag an armatourien). War bord « hent ar rozioù » (« hent ar valtouterien » gwechall) e kaver ur seurt logell er voger graet gant mein ma oa ur gward enni er XVIIvet kantved zoken. Dezhañ e veze paeiet « ur fouas ha 10 blank » gant an nen a felle dezhañ ober gant porzh Launay.
Evit ober anaoudegezh gant kêr bPentelloù dre lenn he fanelloù istor : http://www.ville-lepellerin.fr/circuit-decouverte-du-patrimoine-
Met ar gwellañ tra d’ober eo da gas e diegezh da bourmen er gêr-mañ eus kreisteiz Breizh ur sulvezh bennak, anat !
Crédit photo : breizh-info.com
[cc] Breizh-info.com, 2021, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine
5 réponses à “Pentelloù : ur porzh war al Liger”
Je n’ai rien compris…
Moi, je suis un breton du Pays Gallo.
google traduction ne connait pas le breton donc impossibilité de traduire et lire votre article
Vous pouvez toujours faire un copié-coller et mettre le texte sur le moteur suivant et le tour est joué !
http://www.brezhoneg.bzh/93-troer-emgefre.htm
Pour un Tweet, la traduction serait très appréciée ! Merci.
Vous pouvez toujours faire un copié-coller et mettre le texte sur le moteur suivant et le tour est joué !
http://www.brezhoneg.bzh/93-troer-emgefre.htm