Tra ma kendalc’h Bro-Chall da nac’hañ peursinañ Karta Europa ar yezhoù rannvro ha minorelaet emañ enez Vanav o paouez embann emañ en aviz tremen da rann III ar c’harta.
Heuliet eo bet gant gouarnamant emren Manx ar pezh a oa bet erbedet gant ur bodad anvet Jeebin. Ennañ tolpet tud eus Ministrerezh an Deskadurezh ha kevredigezhioù pe ensavadurioù a ra war-dro ar yezh.
Embannet en deus gouarnamant Manav e vefe lakaet da dalvezout 37 diarbenn evit saveteiñ, kas war-raok hag ober gant ar manaveg. Da skouer e vo kreñvaet plas ar manaveg er skolioù ha graet e vo muioc’h gant ar yezh er paperachoù ofisiel, er mediaoù hag er c’hemenadennoù foran.
« Un dra ouzhpenn eus ar re bennañ eo ar yezh evit an enezenn a-fed sevenadur. Un dro-vat evit an enezenn eo ivez hag e c’hellomp bout lorc’h ennomp ganti ! » eme Alex Allinson, ministr an deskadurezh, ar sportoù hag ar sevenadur anezhañ.
Ur skol dre soubidigezh a zo en enezenn : ar Bunscoill Gaelgagh. Ganti e vez desavet bugale e manaveg, da lavaret eo komzourion nevez. E 1974 e varvas ar c’homzour a-vihanik diwezhañ : Ned Maddrell e anv. Tro 1700 den a ouife ar yezh e 2021. E triwec’hvet kantved e oant 20 000.
Ur yezh geltiek eo ar manaveg, eus is-familh ar yezhoù gouezelek, evel an iwerzhoneg hag ar gouezeleg Bro-Skos.
Crédit photo : DR (photo d’illustration)
[cc] Breizh-info.com, 2021, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine
Une réponse à “Manaveg : peursinet eo live 3 Karta Europa ar yezhoù minorelaet !”
Dispar kaout pennadoù e brezhoneg ! Génial d’avoir des articles en breton !
Juste une chose : « yezh keltiek » et non « yezh geltiek ».
A galon !