Setu ur yezh ha n’eo ket anavezet mat e Breizh : ar romancheg an hini eo. Unan eus peder yezh ofisiel eus Bro-Suis eo evelkent ha 60 000 komzour a zo e kanton ar Grisons.
Ur strollad evit kas war-raok ar yezh er gevredigezh romanch ha dreist-holl e-touez ar re yaouank eo ar Giuventetgna Rumantscha (GiuRu). Ur brezidantez nevez evit ar gevredigezh a zo bet dilennet ar sizhun dremenet : Naomi Arpagaus ec’h anv. 20 vloaz anezhi, o chom e Laax, ar brezidantez nevez a zo studierez en ur skol arzoù ha dizagn e Berne. Kemer a ra plas Uolf Candrian, bet prezidant e-pad tri bloaz.
Evit saludiñ ar brezidantez nevez eo bet cheñchet anv ar gazetenn pemdeziek nemeti e romancheg penn-da-benn. « La Quotidiana » a zo deuet da vezañ « La Quotidunna » (c’hoari ger gant « dunna » : « maouez » e romancheg) evit un niverenn.
Crédit photo : DR (photo d’illustration)
[cc] Breizh-info.com, 2021, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine
Une réponse à “Bro-Suis : ur brezidantez nevez evit ar GiuRu”
E Bro-Suis ur radio e Romancheg emañ ivez : ar ‘’Radiotelevisiun Svizra Rumantscha (RTR), succursala da la Societad svizra da radio e televisiun’’ :
https://www.rtr.ch/play/radio/livepopup/radio-rtr
* Ne bevan ket ken e Breizh ha ne bevan ket ken e Bro C’hall ivez ; abaoe pell zo!
E Bro Italia bevan bremañ, e-kichen Bro Suis romaneg ( »Suisse romanche » e galleg).
Hiziv Bro C’Hall ne blij ket ken din tamm ebet … Echu!!!!!
Met plijout a ra din kalz gomzit brezhoneg un teñzor zo gant ar Brezhoneg… ha gant ar Romancheg !