D’ar 16 a viz mae 2024 e oa bet kondaonet Shani Noor Din gant lez-varn Sant-Brieg. Kondaonet peogwir e werzhe traoù didalvoud da dud ampechet pe arruet kozh ha ne oant ket mui en o spered vat.
Etre 2021 ha 2023 en defe c’hwibet ar paotr 29 vloaz 62 den bresk evit 1 milion € en holl. E Breizh a-bezh ha betek e Normandi en doa graet e droidelloù.
Ha gant an arc’hant rastellet e oa arruet pinvidik-brein al labous, ken e tispigne e debocherez a bep seurt hag e produioù luks : lamborghini, rollex, jetski, kirri-tan, madoù-leve, ur gwir nabab anezhañ !
Lod eus e reuzidi a oa dall pe aet kabac’h gant ar gozhni. Ne oant ket petra a sinent. Ha darn o deus graet kredioù beveziñ evit paeañ ar c’hwib Shani !
D’ar 24 a viz ebrel e oa dirak lez-varn galv Roazhon met n’eo ket bet kendrec’het ar varnerien gant e arguzennoù (« dieub eo ar prizioù e Bro-Frañs ») : Kaset e bet d’an toull-bac’h ha seziset eo bet e holl madoù. Da 4 bloavezh a doull-bac’h eo bet kondaonet.
Crédit photo : DR
[cc] Breizh-info.com, 2025, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine