Sermon du Lundi de Pâques à Scrignac : « La Bretagne a le droit de garder son âme catholique, son corps libre et sa langue celtique »

Nous vous proposons ci-dessous de retrouver le sermon prononcé en Breton et en Français par le prêtre à l’occasion de la messe dite à l’occasion de la commémoration du Lundi de Pâques, à Scrignac, en hommage à l’Abbé Perrot, aux martyrs de la Bretagne, et aux insurgés Irlandais de Pâques 1916.

Va breudeur ha va c’hoarezed kristen, Biens chers frères, biens chers amis,

Er mintin-mañ, n’em eus ket c’hoant da inouiñ ac’hanoc’h gant ur brezegenn hir ! Poent eo ober ur stroñs-tredan, rak e gwirionez, hor Mamm Breizh a zo war he zremenvan. Lamet eo bet diganti he Feiz, diberc’hennet eus he yezh, luet en hec’h ene, goapaet he gwirioù da vezañ … O vervel emañ hor Breizh! Hag arabat eo deomp soñjal ez eo a-walc’h ober bep bloaz un homaj war bez an Aotrou Perrot karet, daoust pegen brav-kaer e vez, ha krediñ mod-se e vije a-walc’h evit reiñ en-dro d’hor Broad, ar pezh en deus graet he brasder dirak ar Broadoù all ha dirak Doue ouzhpenn, hag a zo : – he Feiz kristen hengounel gwirion hag anterin ; – he fersonelezh breizhat hengounel, gwirion hag anterin.

Ce matin, je ne veux pas vous ennuyer avec un long sermon ! L’heure est à l’électrochoc, car il nous faut bien voir l’agonie dans laquelle se trouve notre Mère la Bretagne. Elle est dépouillée de sa foi, privée de sa langue, ridiculisée dans son âme, bafouée dans ses droits à exister…

Notre Bretagne se meurt ! Et nous n’avons pas le droit de nous contenter d’une simple commémoration annuelle sur le tombeau de notre cher Abbé Perrot, aussi belle soit-elle ; pour croire que cela suffit pour rendre à notre nation, ce qui a fait sa grandeur aux yeux des autres nations et aux yeux de Dieu lui-même, à savoir : – sa Foi catholique traditionnelle authentique et intégrale ; – sa personnalité bretonne traditionnelle authentique et intégrale.

En anv hec’h istor hag ar gwad skuilhet, ar gwir sakr zo gant Breizh : Ma vez anavezet ha pleustret enni ar relijion gatolik hepken, an hini nemeti diskleriet gant Doue. Resevet hon eus anezhi digant hon tadoù adalek ar c’hantvejoù kentañ, pa vevemp c’hoazh er peoc’h e Breizh-Veur. Ar memes Feiz a zo bet degaset gante, amañ en Arvorig, en trede kanvet dija, daou c’hant vloaz a-raok ma oa deuet ar Frañsizien e Bro C’hall hag ar vadeziant eus o fenn-bras Klovis ! Muioc’h eget an holl bobloù, hon eus ar gwir da lavaret a vouezh uhel : Ene hor Bro eo ar Feiz kristen.

Au nom de son histoire et du sang versé, la Bretagne a le droit sacré : De ne voir reconnue et pratiquée sur son sol que la seule religion révélée par Dieu : la religion catholique. Nous l’avons reçue de nos pères des les premiers siècles, lorsque nous vivions encore pacifiquement en Grande Bretagne. C’est cette foi que nos pères ont apportée sur nos terres armoricaines, dès le III° siècle, deux cents ans avant l’arrivée des Francs en Gaule et du baptême de leur chef Clovis ! Plus que tout autre peuple, nous avons donc le droit de revendiquer la Foi catholique comme l’âme de notre Pays.

En anv hec’h istor hag ar gwad skuilhet, ar gwir sakr zo gant Breizh : Ma vez anavezet ha doujet evel ur bobl wirion penn-da-benn, disheñvel eus pobl ar C’hallaoued. Padal disheñvel ne dalv ket enebour. Met evel a lavare ken mad an Aotrou Perrot en e gourc’hemennoù diwezhañ : « Va brasañ youl a-raok mont diwar an douar-mañ oa gellout gwelet va bro, adalek Roazhon tre betek Lokmaze-Penn-ar-Bed reizet a-nevez evel gwechall gant ar Vretoned hepken. Pep den mestr en e di ; pep pobl mestr en e vro ! ». Korf Breizh eo neuze’ ta an emren politikel.

Au nom de son histoire et du sang versé, la Bretagne a le droit sacré : De se voir reconnue et respectée comme un peuple à part entière, distinct du peuple Français. Distinct ne voulant pas dire ennemi. Mais comme disait si bien l’Abbé Perrot dans son testament : « Mon plus grand souhait, avant de quitter cette terre, est de revoir mon pays, de Rennes à la Pointe Saint Matthieu, gouverné comme autrefois seulement par des Bretons. Chaque homme maître en sa maison, chaque peuple maître en son pays ! » L’autonomie politique est donc le corps de la Bretagne.

En anv hec’h istor hag ar gwad skuilhet, ar gwir sakr zo gant Breizh : Da gomz ha da vevañ, pediñ ha kanañ, skrivañ hag huchal e brezhoneg. Bezet a vezo, yezh ur bobl a zo un dra pouezus-kenañ evit idantelezh ar memes pobl. D’ar re a lavar deoc’h e vije posubl bezañ gwir Vreizhiz ha komz galleg hepken, respont a reomp dezhe neuze, ret e vo dezhe en em brepariñ da vezañ gwir Gallaoued en ur gomz arabeg hepken. Ha Bro C’hall a welo ene ha dibarelezhioù he fobl o vont da get en un doare buan-tre war-lerc’h he yezh. Profetizet e oa bet gant an Aotrou Perrot. Selaouomp e gemennadenn, o pegen skrijus : « Goude bezañ distrujet hor Feiz, hor yezh, hor c’hizioù-koz, goude bezañ nac’het hon istor gant Bro C’hall, hi a anavezo an deiz pa vo he yezh-hi, hec’h istor, he gizioù-koz, he Feiz, peogwir he devo apostaziet , distrujet gant nerzhioù an enebourien, hag a droio en-dro a-enep dezhi he lezennoù-hi o deus distrujet ar pobloù-all. » Mignoned karet, ha n’eo ket erru an deiz-se dija ? Hag etrezoc’h-c’hwi ha me, ar gwir d’ar brezhoneg da vezañ zo ken bras hag hini ar galleg ! Ar memestra a oa soñjet gant an Aotrou ‘n Eskob David, eskob Sant-Brieg pa skrive : « Ur yezh brav-eston eo ar brezhoneg ha ret eo derc’hel anezhi, puraat anezhi, kreñvaat anezhi kousto pe gousto. Ar c’hloar-se a aparchant da veleien Vreizh dreist-holl ha ret eo dezhe sellet ouzh al labour-se evel un dever relijiel. Mirout yezh hon tadoù a zo ivez mirout ar vuhezegezh, ar santimanjoù devot, emren ar c’harakter, kement-tra hag en deus graet Breizh bras ha kaer en amzer gwechall. » Yezh Breizh eo neuze’ta ar yezh koz keltek.

Au nom de son histoire et du sang versé, la Bretagne a le droit sacré : De parler et de vivre, de prier et de chanter, d’écrire et de clamer en breton. On dira ce que l’on voudra, mais la langue d’un peuple est un élément capital de l’identité de ce peuple. A ceux qui nous disent que l’on peut être vrais bretons tout en ne parlant plus que le français, nous leur disons alors qu’il se préparent à être de vrais français tout en ne parlant plus que l’arabe. Et la France constatera que l’âme et les spécificités de son peuple, disparaîtront très vite après sa langue. L’abbé Perrot l’avait prophétisé. Écoutons son message o combien terrible : « En détruisant notre Foi, notre langue, nos traditions, en niant notre Histoire, la France connaîtra le jour où ce sera sa propre langue, son Histoire, ses traditions, sa foi, parce qu’elle aura apostasié, qui seront détruites par des forces étrangères, qui retourneront contre elle ses propres lois destructrices des peuples. » Chers amis, ce jour n’est-il pas déjà arrivé ? Et entre nous soit dit, le breton n’a pas moins le droit d’exister que le français ! C’est bien ce que pensait Mgr David, évêque de Saint-Brieuc lorsqu’il écrivait : « Le breton est une langue admirable qu’il faut à tout prix maintenir, épurer et fortifier. Cette gloire appartient surtout au clergé breton qui doit la regarder comme une tâche et un devoir de religion. Conserver la langue de nos pères, c’est en conserver les mœurs, les sentiments religieux, l’indépendance de caractère, tout ce qui a fait la Bretagne grande et belle dans le passé. » Le vieil idiome celte est donc la langue de la Bretagne.

E berr gomzoù : en anv hec’h istor hag ar gwad skuilhet, ar gwir sakr zo gant Breizh : da zerc’hel hec’h ene kristen, he c’horf dieub hag he yezh keltek ! M’he deus Breizh ar gwir-mañ neuze’ta ; stourm da reiñ anezhañ dezhi en-dro, ne vo morse nag un huñvre nag un dra sot, met er c’hontrol ar realism inkarnetañ hag an uhelvennad reishañ. Laoskomp ar sperejoù uhelañ da grediñ e teuyo marteze c’hoazh traoù mad bennak eus ar republik C’hall hag eus Iliz Sened-meur Vatikan II ! Laoskomp ar mailhou war ar furnezh da grediñ penaos an dra furañ a vo bepred chom hep youc’hal re greñv gwirioù sakr ar Gristenenien hag ar Vreizhiz. Sur on memestra, poent eo bremañ, ha perak pas hiriv hag amañ klevet galv ar C’hrist-Roue, Priñs ar Peoc’h ha Mestr ar Broajoù. Hennezh ne vennigo morse an emgannoù hag a zouj da hanterziarbennoù… pe gwashoc’h c’hoazh chom hep ober netra ! Lavaret hag adlavaret a ran deoc’h : Ar gwir zo gant Breizh da zerc’hel hec’h ene kristen, he c’horf dieub hag he yezh keltek ! Ha kement-tra a vo graet ganeoc’h, ennoc’h, en ho ti, tro-dro deoc’h da reiñ d’ar re-all da gomprenn ar gwirioù-se, evit karout anezhe hag a-benn ar fin evit adperc’henniñ anezhe, adlakaat anezhe en o sav ha lakaat anezhe da vezañ doujet… tout an traoù-se a zo reizh pe reishoc’h. Ober ar c’hontrol pe chom hep ober netra, se a zo an dra direishañ, an dra sotañ ha bezañ treitour.

En résumé, au nom de son histoire et du sang versé, la Bretagne a le droit sacré : de garder son âme catholique, son corps libre et sa langue celtique ! Si la Bretagne a donc ce droit ; militer pour le lui redonner ne relève ni du rêve ni de la folie, mais constitue au contraire le réalisme le plus incarné et l’idéal le plus juste. Laissons aux intelligences supérieures croire qu’il sortira peut-être encore quelque chose de bon de la république française et de l’église conciliaire de Vatican II ! Laissons les experts de la prudence croire que le plus raisonnable sera toujours de ne pas crier trop fort les droits sacrés des Chrétiens et des Bretons. Je suis persuadé au contraire que l’heure est venue, et pourquoi pas aujourd’hui et en ce lieu, d’entendre l’appel du Christ-Roi, Prince de la Paix et Maîtres des Nations, lequel ne bénira jamais les combats respectueux des demi-mesures… voire des non-mesures ! Je vous le dis et le répète : la Bretagne a le droit de garder son âme catholique, son corps libre et sa langue celtique ! Et tout ce que vous pourrez faire en vous, chez vous, autour de vous, pour faire comprendre ces droits, pour les faire aimer et finalement pour les reconquérir, les rétablir et les faire respecter, relève de la plus stricte justice. Faire l’inverse ou tout simplement ne rien faire et laisser faire, c’est cela le comble de l’injustice, de la folie et même de la trahison.

Neuze, gant petra kregiñ ? Petra ober en un doare resis ? Diaes eo respont d’ar goulennoùmañ gant ur brezegenn hag a zo c’hoant ganti da vezañ berr a-walc’h ouzhpenn ! N’eo ket ar beleg an hini a ya da gentañ er stourm. Ar beleg a vennig ar stourmerien hag a daol e gorf war o lec’h evit nouiñ ar re a varvo, en ur lakaat e vuhez-eñ en arvar ivez. Gant ma c’hellin bennigañ hiriv ma marc’hegerien vreizhat kentañ ha mont war o lerc’h e riskl da vervel gante !

Alors par où commencer ? Que faire très concrètement ? Difficile de répondre à ces questions par un sermon qui se prétend n’être pas trop long ! Ce n’est pas au prêtre de se lancer dans l’arène en premier. Le prêtre bénit les combattants et se lance après eux pour extrémiser les mourants, au risque de mourir lui même. Puissé-je bénir aujourd’hui mes premiers chevaliers bretons et les suivre au risque de mourir avec eux !

Galv al Lun Fask-mañ n’emañ ket e bal aozañ un strollad politikel nevez nag ur gevredigezh evit soñjal pe ober traoù… Ar strollajoù-se a zo dija anezhe hag e roan kalon dezhe hag e vennigan holl anezhe evel e rae an Aotrou Perrot.

L’appel de ce Lundi de Pâques ne vise pas à l’organisation d’un mouvement politique nouveau, ni même d’un groupe de réflexion ou d’action… ils existent déjà et je les encourage et les bénis tous comme le faisait l’abbé Perrot.

Me gav din e vank un dra resis en hor Breizh : ur barrez kristen ha breizhat penn-da-benn hag a c’hellfe bezañ evel ur greizenn da skignañ e gwirionez uhelvennad Feiz ha Breizh. Ur seurt Minic’hiLevenez, bet savet gant Aotrou Job an Irien (Doue d’e bardono !) met, kristen hengounel. Evit sevel un dra evel-se, eo ret kaout ul lec’h, ur beleg, un toullad parrezianiz bennak… met red eo kaout dreistholl kalz a garantez hag a Feiz e-kenver gwirioù Breizh : kristen en hec’h ene, dieub en he c’horf, keltek en he yezh.

Il me semble qu’il manque quelque chose de très concret à notre Bretagne : une paroisse exclusivement catholique et bretonnante qui pourrait être le centre d’un vrai rayonnement de l’idéal Feiz ha Breizh. Une sorte de Minihy-Levenez, fondée par l’abbé Job an Irien (qu’il repose en paix !) mais, catholique traditionnel. Pour une telle fondation, il faut un lieu, il faut un prêtre, il faut quelques paroissiens… il faut surtout beaucoup d’amour et de foi dans les droits de la Bretagne à exister : catholique dans son âme, libre dans son corps, celte dans sa langue.

Ma’z eus en ho touez eneoù gant startijenn hon tadoù hag o deus graet hor Bro, prest da sakrifiañ o e-phone, o youtube hag o c’hador-voulouz ha dreist-holl prest da stourm a-enep an aon da vezañ gwir gristenien gant tout ar pezh a c’houlenn an dra-se a rikted kelennadurel ha divezel : deuit neuze’ta war ma lerc’h ! Rak evidon, prest e vin me ivez da labourat ganeoc’h evid reiñ Breizh en-dro d’ar C’hrist-Roue, evid ma roio ar C’hrist-Roue Breizh en-dro d’ar Vretoned !

S’il y avait donc parmi vous des âmes de la trempe de nos pères qui ont fait notre Pays, prêts à sacrifier leurs e-phone, leurs youtube, leurs canapés et surtout, prêts à lutter contre leur peur de vivre en vrais chrétiens, avec tout ce que cela exige de rigueur doctrinale et morale : alors venez et suivezmoi ! Car pour ma part, je serai prêt moi aussi à travailler avec vous pour rendre la Bretagne au Christ-Roi, afin que le Christ-Roi la redonne aux Bretons !

Ar ger diwezhañ a vo hini barzh muiañ-karet an Aotrou Perrot, Yann-Ber Kalloc’h : e brezhoneg Bro Gwened ouzhpenn ! « Un adsaù e zou kriu p’en des he harp en hé… ! Rakse em es fians, Breizh, en ha planeden. » Evel-se bezet graet.

Le dernier mot sera pour le poète préféré de l’abbé Perrot, Jean-Pierre Calloc’h : « Le relèvement aboutit quand il a l’appui du Ciel. C’est pourquoi j’ai confiance, Bretagne, en tes destins. » Ainsi soit-il.

Aotrou Divi Douarprad

Crédit photo : breizh-info.com (DR)

[cc] Breizh-info.com, 2025, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine

Cet article vous a plu, intrigué, ou révolté ?

PARTAGEZ L'ARTICLE POUR SOUTENIR BREIZH INFO

2 réponses à “Sermon du Lundi de Pâques à Scrignac : « La Bretagne a le droit de garder son âme catholique, son corps libre et sa langue celtique »”

  1. Emglev An Tiegezhioù dit :

    Ur brezegenn gaer a garfed klevout digant hor beleien. Met siwazh, siwazh !!

    Ur poentig memes tra. Pep tra n’emañ ket da vezañ distaolet gant Sened Vatikan II. Bez ez eus poentoù mat a-bouez bras (da skouer diwar-benn ar Silvidigezh a zo kinniget d’an holl gant Doue). Ar pep brasañ eus Vatikan II a hent all a zo war an dachenn bastorel hag a c’hello (a ranko moarvat) bezañ cheñchet hep kudenn ebet hervez Gwir an Iliz. Ar re a faoto dezho studiañ savboent EAT war an divoud-mañ https://emglev.wordpress.com/wp-content/uploads/2020/06/vatikan-ii.odt

  2. Mylène dit :

    Très beau sermon qui résonne en moi. Je ne suis pas bretonne mais normande mais c’est pour ma religion la même chose. Je suis chrétienne et fière de l’être. J’aime mon pays, j’aime ces régions où la foi du Christ est ancrée, réelle et profonde ; où l’amour de ses racines est vivant. Arrêtons d’être reniés , ridiculisés ; soyons forts et vainqueurs 🙏

Laisser un commentaire

Votre adresse e-mail ne sera pas publiée. Les champs obligatoires sont indiqués avec *

Soutenez Breizh-info

Publicité

LES DERNIERS ARTICLES

QUIMPER

« Vivre ensemble » à Quimper : un agent de sécurité dans le coma après une violente agression devant un bowling

Culture, Culture & Patrimoine

Des jours meilleurs, La Légende d’Ochi, Bernadette de Lourdes, Drop Game, Until Dawn : La mort sans fin, Le Clan des bêtes, Promesse, Mexico 86, Un médecin pour la paix..la sélection ciné hebdo

arbres

Ensauvagement, Environnement, Justice, Sociétal

Ensauvagement. Des vols d’arbres qui se multiplient dans les forêts de France [Vidéo]

Culture & Patrimoine, Patrimoine

A la découverte des Saints Bretons. Le 23 Avril c’est la Saint Jord

voiture_electrique

Economie

Voitures électriques : comment la Chine a laissé l’Europe sur le bord de la route

ARTICLES EN LIEN OU SIMILAIRES

Culture & Patrimoine, Patrimoine, Sociétal

Scrignac (29). 150 personnes réunies pour honorer l’abbé Perrot, martyr de la foi et de la Bretagne

Découvrir l'article

Culture & Patrimoine, Histoire

Quand Rome brisa les Highlands : la longue conquête des régions septentrionales de Bretagne

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine, Patrimoine

Kenavo Henri, le dernier des Frères Morvan : la Bretagne orpheline d’un chant, d’un souffle, d’un monde

Découvrir l'article

GUERNESEY, Tourisme

Sercq, joyau insulaire hors du temps entre Guernesey, Bretagne et Normandie

Découvrir l'article

Economie, Social

Bretagne : un tissu entrepreneurial dynamique mais fragilisé en 2024

Découvrir l'article

A La Une, Environnement

Alain Malardé : un combat pour la justice et la vérité autour de l’affaire de l’Erika [Entretien]

Découvrir l'article

Santé, Social

Abandon de population et service public. La régulation des Urgences devient-elle la règle en Bretagne ?

Découvrir l'article

Dinan, Immigration, Local, LORIENT, Loudéac, Religion, Société, ST-NAZAIRE

Saint-Nazaire, Lorient, Quévert, Loudéac : la Bretagne comptera bientôt cinq mosquées de plus !

Découvrir l'article

Culture & Patrimoine, Patrimoine

Scrignac : Deux journées d’hommage spirituel et culturel à l’abbé Perrot le lundi 21 avril 2025 et le samedi 10 mai 2025 [MAJ]

Découvrir l'article

Environnement

Grandes marées en Bretagne : prudence en mer, vigilance sur l’estran… et attention aux interdictions sanitaires

Découvrir l'article

PARTICIPEZ AU COMBAT POUR LA RÉINFORMATION !

Faites un don et soutenez la diversité journalistique.

Nous utilisons des cookies pour vous garantir la meilleure expérience sur Breizh Info. Si vous continuez à utiliser le site, nous supposerons que vous êtes d'accord.

Clicky