Bamet eo bet an enklaskerien o welet e oa bet dinoet ur biosinadur war un exoplanedenn gant ar pellseller James Webb. Dimetilsulfur eo a zo bet kavet, da lavaret eo ur volekulenn hag he deus kemeret perzh e ganedigezh ar vuhez war an Douar.
E-barzh atmosferenn K2-18b, anv an exoplanedenn, eo bet dinoet ar volekukenn. Met perak eo ken dibar an dimetilsulfur ? War hon planedenn n’eus ket nemet an organegoù bev a c’hell produiñ ar volekulenn-mañ, ar fitoplantkon dreist-holl. Ar pezh a dalv ez eus, moarvat, organegoù war K2-18b. Hervez an enklaskerien e vefe war ar blanedenn pell ur meurvor hollek hag idrojen en atmosferenn, da lavaret eo ur geusteurenn a-zoare evit ma vefe ganet ar vuhez warni.
Arabat hunvreal re avat kar n’eo ket ken tomm K2-18b hag an Douar. Hag hervez ar viologourez Emily Mitchell eus skol-veur Cambridge eo kentoc’h mikroorganegoù a c’hellfe bezañ kavet ha n’eo ket pesked, kresteneged pe paotred c’hlas eo.
Evit kadarnaat ar gavadenn-mañ, e vo dav kavout biosinadurioù all bremañ.
Crédit photo : DR (photo d’illustration)
[cc] Breizh-info.com, 2025, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine