Biskoazh kement-all ! Evit ur wech e c’hello an dud normal selaou abadennoù radio e brezhoneg hep bezañ rediet da glevet ravoderezhioù feminist pe gaochist !
Kar ar c’hampionad Europa gouren ha back-hold e vo an dibenn-sizhun a zeu e Lokournan. Ha lod eus ar c’hrogadoù a vo kinniget e brezhoneg war ar pemp radio en hor yezh bodet dindan an anv Radio Breizh.
4 abadenn en holl a vo kinniget kaset gant Aela Bricaud-Salomon, Erwan Blanchard, Ifig Kalvez, Roxane Chausson ha Zan Michat : Sadorn 19/04 : un abadenn etre 11e30 ha 12e30
Sadorn 19/04 : un abadenn displegañ krogadoù gourfenn etre 4e ha 5e30 goude merenn
Sul 20/04 : un abadenn etre 11e30 ha 12e30
Sul 20/04 : un abadenn displegañ krogadoù gourfenn etre 4e ha 6e goude merenn
Un abadenn a zo bet gouestlet d’ar c’hampionad-mañ dija : https://www.radiobreizh.bzh/episode/72691
Crédit photo : DR
[cc] Breizh-info.com, 2025, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine