« Amañ an arc’hant a-hend-all e tiskaran ac’hanout ! » a glevas (e galleg evel just) un implijiadiez eus buro-butun Le Pallet, ur gumun vihan eus Bro Naoned, d’an 10 a viz ebrel tro 8e mintin. Dirazañ e oa un den, kougouilh war e benn, hag un hir a gontell gantañ. Trankil e oa ar paotr, ne voe ket nec’het pa zeuas tre ur pratik er boutik memes.
Aet eo kuit gant arc’hant ar c’hef.
Hervez Joël Barraud, maer ar gumun, emañ ar felliezh o vont war-gresk er c’humunioù ma zo un ti-gar enno. Ha n’eo ket sot ar pezh a lavar ar maer rak c’hoarvezout a ra ar memes tra e Klison un tamm pelloc’h er su ma teu karter an ti-gar da vezañ un torr-gouzoug. War al linenn etre Naoned ha Cholet emañ ti-gar Klison ha bandennadoù eus « kartchieroù » an div gêr vras-se a zeu ingal d’en em gannañ tro-dro d’an ti-gar, mui an trafikoù a bep seurt !
Staliet e vo kameraioù evezhiañ e Le Pallet gant ar maer.
Crédit photo : DR
[cc] Breizh-info.com, 2025, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine