Norzh Bro-Gembre eo rouantelezh ar c’hembraeg. Hervez an niveradeg bet graet e 2021 e vefe etre 50 ha 80% a gembraegourien e kontelezhioù zo, hini Gwynedd da skouer.
Setu perak zo anv, gant kuzul ar Gontelezh, da lakaat an niver a eurioù gouestlet d’ar saozneg e skolioù da zigreskiñ. Betek-henn e oa e kembraeg 60% eus ar c’hentelioù, a-benn nebeut e c’hellfe mont da 70%.
Evel-se, hervez ar c’huzul, ne vefe ket mui divyezhek an deskadurezh, unyezhek kembraek ne lavaran ket, gant yezh Kembre hag a zeufe da vezañ yezh trec’h er skolioù.
An Tories a sav a-enep ar raktres-mañ en anv ar « choaz ». Met tamm-ha-tamm ez a an niver a dud a oar kembraeg war-zigresk er Gwynedd. E 1981, 76,2 % eus an dud a ouie kembraeg, e 2021 ne chom nemet 64,4%. E-keñver an niver a saozenegourion (ha kalz a estrañjourion eus an Trede Bed en o zouez) oc’h arruet bep bloaz er Gwynedd n’eus ket « choaz » justawalc’h.
Crédit photo : Wikipedia Krembraek
[cc] Breizh-info.com, 2025, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine