Muntr Wilhem Houssin e Roazhon : unan eus ar re gondaonet a fell dezhañ bezañ dibrizonet dija

Wilhem Houssin a oa un arzour. Eus an tu-kleiz evel just. Un « astaler » (‘giz vez lâret gant an Ofis). Un den jentil hervez tout an dud a anaveze anezhañ. Met d’an 21 a viz gouere 2021 e voe broustet e Saint-Jacques de la Lande, e-kichen Roazhon, gant ur strollad paotred yaouank a oa o straniñ ‘tal ur « point deal ». Ur chomlec’h a oa o klask Wilhem Houssin hag aet e oa war-du ar strollad paotred da c’houlenn ganto. 3 devezh war-lerc’h ez eas d’an anaon.

Pemp den a oa bet serret ha kondaonet e miz here 2024. Etre 10 hag 20 vloaz o doa tapet, an hini feulsañ a oa un Tunizian anezhañ. Minored a oa er strollad.

E 2021 e c’hoarvezas an afer. E 2024 e voe kondaonet ar vuntrerien met unan anezhe, un den anvet « Adile » (« reizh » en arabeg), a reklem bezañ dibrizonet dija. Ha padal n’eo ket un ael an Adile-mañ e toull-bac’h Sant-Maloù. Meur a wech eo bet kastizet abalamour d’e emzalc’h. Met ne vern, goulennet en deus bezañ dibrizonet evit mont da vevañ gant e vamm-gozh.

D’an 3 a viz ebrel eo bet barnet an afer ha chom a raio en toull-bac’h a-benn ar fin.

Forzh penaos e oa bet graet galv gant ar pemp den kondaonet hag e vint barnet en-dro etre an 12 hag an 21 a viz du e Gwened.

Crédit photo : DR
[cc] Breizh-info.com, 2025, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine

 

Cet article vous a plu, intrigué, ou révolté ?

PARTAGEZ L'ARTICLE POUR SOUTENIR BREIZH INFO

Laisser un commentaire

Votre adresse e-mail ne sera pas publiée. Les champs obligatoires sont indiqués avec *

ARTICLES EN LIEN OU SIMILAIRES

E brezhoneg, Local, Religion, RENNES, Société

Roazhon : ur raktres a voskeen a-enep an endro er Gayeulles !

Découvrir l'article

E brezhoneg, Local, RENNES

Roazhon : ha skwatet e vo jiminasoù nevez evit an embroidi ar sizhun-mañ ?

Découvrir l'article

BREST, E brezhoneg, Local, NANTES, RENNES

Felliezh e Brest, Roazhon, Naoned : pegoulz e tivorfilo ar studierien eta ?

Découvrir l'article

E brezhoneg, Ensauvagement, Local, RENNES, Société

Roazhon : ur studier gwenn taget gant tud o huchal « eus peseurt orin out ? »

Découvrir l'article

E brezhoneg, Local, RENNES

Roazhon : an hetoù 100% e galleg !

Découvrir l'article

E brezhoneg, Ensauvagement, Local, RENNES, Société

Roazhon : an den diskred warnañ da vezañ kontellet un den all straed Papu zo bet serret dindan mont da vMayotte

Découvrir l'article

Immigration, RENNES

Meurtre de Wilhem Houssin à Rennes : des peines de prison et une expulsion du territoire

Découvrir l'article

E brezhoneg, Ensauvagement, Immigration, Local, RENNES, Société

Roazhon : kontelladeg e Kennedy, fuzuilhadeg e Maurepas

Découvrir l'article

Animaux, E brezhoneg, Local, RENNES

Roazhon : filmet o laerañ ur bouc’h

Découvrir l'article

E brezhoneg, Ensauvagement, Local, RENNES, Société

Roazhon : redadeg-oto etre an hent-tro hag ar Blosne, un den diskred warnañ serret

Découvrir l'article

PARTICIPEZ AU COMBAT POUR LA RÉINFORMATION !

Faites un don et soutenez la diversité journalistique.

Nous utilisons des cookies pour vous garantir la meilleure expérience sur Breizh Info. Si vous continuez à utiliser le site, nous supposerons que vous êtes d'accord.

Clicky