Ur gitarour mil-anavezet e oa Soïg Siberil e Breizh hag e bed ar muzikoù hengounel. Aet eo d’an anaon d’ar 5 a viz ebrel d’an oad a 70 vloaz goude un hir a glañved.
Gwelet e veze anezhañ o seniñ gant Nolwenn Korbell ar bloavezhioù diwezhañ. Met, a-raok, en doa kemeret perzh e meur a raktres muzik ha sonet e meur a strollad : Kornog, Gwerz, Pennoù Skoulm, Les Ours du Scorff, Orion, …
Levezonet e oa bet gant ar sonerien eus Bro-Iwerzhon hag o doare da gendoniañ o gitar (an « open tunning »).
Ur paotr jentil e oa hag uvel.
Crédit photo : DR
[cc] Breizh-info.com, 2025, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine