Dalc’het e oa bet lid-sinañ live 1 ar garta Ya d’ar brezhoneg gant Binig-Staol (Bro-Oueloù) d’ar 1añ a viz Ebrel. Sinet eo bet ar garta gant Paul Chauvin, Maer Binig-Staol, hag Amélie Brard, kargadez diorren an OPAB, dirak tud eus ar gumun hag ar skolidi eus an hentad divyezhek. Diorren ar c’helenn divyezhek a zo unan eus ar palioù da lakaat e plas a-benn 3 bloaz, goude bezañ digoret ur c’hlas divyezhek e skol ar Ged e 2021.
Crédit photo : Ofis ar brezhoneg
[cc] Breizh-info.com, 2025, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine
2 réponses à “Binig-Staol (Bro-Oueloù) a lavar « Ya d’ar Brezhoneg »”
C’hoazh leun va c’henou!!! Ne wellan ket Mollac ar c’hlazik Plèrmel! Sur e gwechal kozh e vezer komzet Brezhoneg e Binik, en amzer gwechall kozh…! Evel hag e lavar paotrigou goude ar sinadur deomp da zebriñ un tamm!
Je déplore que d’autres ne donnent pas leur avis car même en français ce serait intéressant de savoir ce que d’autres non brittophones pensent…