D’an distro-skol 2025-2026 e vo digoret un hentad divyezhek ‘ba skol bublik l’Encre-Bleue ‘ba Landevan, etre An Alre hag An Oriant, ur skol lan a vugale. Un hanter-bost a zo bet krouet get ar rektorelezh aveit an dek krouedur bennak a zo bet lakaet o anv. Ma vez enskrivet ur pemzek bennak e vo krouet ur post lan amzer.
‘Ba Landevan e vez kaozet berton Bro-Gwened. Salv vo desket ar berton-mañ get bugale ar skol !
Crédit photo : DR
[cc] Breizh-info.com, 2025, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine