43 bloaz eo ar paotr ha 35 menneg a zo war e roll lez-varn. M’en deus kemeret e « vicher » da 12 vloaz, se a dalv eo bet kondaonet bep bloaz. N’eo ket fall ! Setu un den kalonek hag a ra labour tri !
D’an 18 a viz meurzh e oa dirak lez-varn Sant-Nazer dre vizio kar en toull-bac’h emañ abaoe 18 vloaz. Ne ziskrog ket diouzh al « labour », goût a rit…
Ar wezh-mañ e oa rebechet daou dra dezhañ : d’an 8 a viz gwengolo 2017 en doa toket ouzh dor un den gant e vreur. An den-se en doa roet bod dezhañ pa oa o fritañ mizer er-maez. Met an deiz-mañ ne oa ket deuet da drugarekaat e vadoberour. Da laerañ boued hag urzhiataer dezhañ ne lavaran ket ! « Naon o doa » an daou vreur. A-benn ar fin o deus skoet gant an ostiz ha laeret e urzhiataer digantañ. Simpa !
Evit en em zizamaliñ e lavaras ar paotr d’ar barner « en doa karget re » (a voeson) an deiz-mañ.
Goude-se eo bet filmet gant kameriaoù evezhiañ o laerañ ur marc’h-houarn war parkva Super U Mouster. Hervezañ en deus prenet ar velo da zaou Rouman a oa war ar parkva. Tasmantoù e oa marteze rak ne weler ket anezho war ar filmoù. Iskis !
Heuliet eo gant ar psikologourien abaoe e oad tenner met klask a ra « dic’hoari ». « Echu gant ar sotonioù ! » a dou eñ dirak al lez-varn.
N’eo ket bet drouk ar barner ha marteze en deus kredet ennañ rak kondaonet eo bet da 90 deiz kastiz a 4 euro pep hini : 360€ !
Yao d’ar 36vet kondaonidigezh !
Crédit photo : DR
[cc] Breizh-info.com, 2025, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine