Kumun « La Miaogon » (Lanveogon e brezhoneg, un anv ha n’eo ket ijinet diouzh a ouzomp) e Bro Sant-Brieg he deus sinet ar garta « Du galo dam yan dam vere » d’ar 15 a viz meurzh. Ar c’hantvet sin eo evit Institut ar Gallaoueg. Kentañ tra a vo graet gant ar gumun evit yezh roman Breizh eo anviñ al levraoueg e gallaoueg.
Kevredigezhioù, kumunioù, kumuniezh-kumunioù hag embregerezhioù a sin ar garta-mañ, par d’an hini evit ar brezhoneg, abaoe muioc’h eget dek vloaz bremañ.
Crédit photo : Institut ar gallaoueg
[cc] Breizh-info.com, 2025, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine
Une réponse à “Sinet eo bet Karta ar Gallaoueg gant kumun « La Miaogon » (22)”
Mat-tre eo reiñ un anv e parlant kozh ar gomun se d’al levraoueg. Un tamm a-bouez eus hec’h istor.