E miz kerzu 2024 e lañsas brigadennoù archerien Machikoul-Sainte-Pazanne un enklask a-zivout un trafik dramm e Bro-Raez. Gant ar soudarded e oa bet komprenet e oa bet savet ur seurt « Uberdramm » e reter Bro-Raez gant un den a 24 vloaz. Ar pratikoù a urzhiade o froduioù war posterelezhioù kuzh hag e resevent o dramm, kokain ha kannab dreist-holl, ar buanañ ar gwellañ. Darn anezho a werzhe dramm evit pratikoù all ivez. Ur gwir sistem klok !
Siwazh dezho e oa ar soudarded war o lerc’h abaoe mizioù ha d’ar meurzh 18 a viz meurzh e tegouezhas druilhad ar PSIG e Pornizh da serriñ an trafikour. Un istrafikourez e voe serret war un dro, atav e Pornizh. 600gr a gokain a zo bet kavet mui 700gr kannab mui extasy hag ur sapre sammad a arc’hant evel just. War e gont bank e oa 8000€ !
Kaset diouzhtu dirak al lez-varn eo bet kondaonet an trafikour da 10 mizvezh toull-bac’h mui 18 mizvezh gant goursez.
Crédit photo : DR
[cc] Breizh-info.com, 2025, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine