Hag ez eo ul laer evit gwir ? Un den en deus kaset ur video war ar rouedadoù sokial ma weler ur paotr warni, un ekstra-european, din da c’hoût, en ur bus o lavarout « Va t’faire enculer » d’un den hag a damal anezhañ « da vezañ e laeret dec’h ». War a seblant en defe ar labous-mañ laeret ostilhoù en un ti eus Lambal. Ha gwir pe gaou eo ? D’an archerien ha d’ar justis da zirouestlañ ar gudenn. Da c’hortoz ez eus tabut war Facebook diwar-benn ar video. Ha reizh eo da gas anezhi war ar rouedadoù sokial pe get ?
Skeudennoù all a vo skignet a-benn nebeut : reoù filmet gant ar stal Pringault Motoculture, e Lambal adarre. Laeret eo bet ar stal evit ar pedervet gwech d’al lun 17 a viz meurzh. Met filmet eo bet al laeron ar wech-mañ hag embannet eo bet gant patron ar stal e vo skignet ar video da geñver dorioù digor ar stal brikolaj a vo aozet d’an 28 ha 29 a viz meurzh. Warni e weler pennoù al laeron.
Skuizhoc’h-skuizhañ eo tud ar vro gant kement a laeroñsioù ha n’o deus ket mui aon da vezañ kaset dirak al lez-varn kar n’eo ket diouzh al lezenn da skignañ seurt skeudennoù.
Crédit photo : DR
[cc] Breizh-info.com, 2025, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine