Skrigneg (29) : panelloù e galleg diskarget dirak chapel Koad-Keo gant BGK

Hervez ur gemenadenn skignet gant Douar ha Frankiz e vefe bet diskarget panelloù hent ha bourk e galleg dirak chapel Koad-Keo (hini treset gant James Bouillé hag urzhiadet gant an abad JV Perrot) d’an noz etre ar 21 hag an 22 a viz meurzh.

Ar strollad BGK (Brezhoneg Gallo Kaoz) an hini eo en defe graet an taol evit reklem panelloù e yezhoù Breizh (brezhoneg ha gallaoueg) e Breizh. Implijout a ra BGK ostilhoù kelaouiñ Douar Ha Frankiz evit skignañ e gemenadennoù.

Luzietoc’h-luzietañ eo bed ar strolladoù dre guzh evit yezhoù Breizh :

  • BGK a stourmfe evit ar brezhoneg hag ar gallaoueg e pep lec’h e Breizh, met daoust hag e c’houlenn e vefe troet an anvioù-lec’h brezhonek eus Breizh-Izel e gallaoueg ivez ? (evel ma vez kont bremañ e Breizh-Uhel ma vez troet e brezhoneg an holl anvioù-lec’h gallaouek pe gallek gant emsaverien ar brezhoneg !)
  • Ar Brigade Albert Poulain a stourm evit ar gallaoueg nemetken hag a-enep an anvioù-lec’h troet e brezhoneg e Breizh-Uhel.
  • Keloù ebet eus Ai’ta hag a stourme evit ar brezhoneg e pep lec’h e Breizh hep mennegiñ ar gallaoueg.

Ouzhpenn-se, er mare-mañ emañ ar strollad broadelour eus an tu-kleiz pellañ War-Sav (strollad Anton Burel an hini eo) o staliañ folennoù A4 plastifiet divyezhek war plakennoù straed gant anvioù brezhonegerien brudet skrivet e galleg nemetken warno.

Illustration : Tapadenn skramm pajenn Facebook Douar ha Frankiz
[cc] Breizh-info.com, 2025 dépêches libres de copie et diffusion sous réserve de mention de la source d’origine

Cet article vous a plu, intrigué, ou révolté ?

PARTAGEZ L'ARTICLE POUR SOUTENIR BREIZH INFO

5 réponses à “Skrigneg (29) : panelloù e galleg diskarget dirak chapel Koad-Keo gant BGK”

  1. T. Gwilhmod dit :

    Perak e Koad-keo ? Devoded d’an Aotrou Perrot e vijent ?!

  2. PL44 dit :

    @ T. Gwilhmod
    Sur, n’eo ket dre zegouezh.

  3. Le Cosquer Jean-Marie dit :

    Perak ar banelle Sizun ? Ne gomprenan ket !

  4. Le Cosquer Jean-Marie dit :

    Ar banell…..Va digarezit !

  5. Hamon dit :

    Nann n’hellont ket bezañ devoded d’an Aotrou Perrot. Diskraket o deus al lec’h a-ratozh, kentoc’h, ur brovokasïon lu, bugelel.
    Maz int evit ar panellerezh brezhonek ez alian dezho livañ ar panelloù en ur o lezel en o flas. klevet ‘m eus e oa efedus-tre meskañ 20 litrad koltar gant ul litrad neopren : n’eus ket moaien naetaat.

Laisser un commentaire

Votre adresse e-mail ne sera pas publiée. Les champs obligatoires sont indiqués avec *

ARTICLES EN LIEN OU SIMILAIRES

E brezhoneg

« Brezhoneg Gallo Kaoz », ur strollad kuzh nevez evit ar brezhoneg hag ar gallaoueg

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine, E brezhoneg, Patrimoine, Politique

Douar ha Frankiz : « Ar Brezhoneg, an digresk ! Abalamour da biv ? »

Découvrir l'article

E brezhoneg, International

Korsika : Ghjurnate di Corti, piv a gomzo evit Breizh ?

Découvrir l'article

Carnac

Une nouvelle manifestation annoncée à Carnac samedi 17 juin contre la destruction des menhirs

Découvrir l'article

Politique

Douar ha Frankiz, UDB, PB : Ces partis bretons qui ne s’aiment toujours pas…

Découvrir l'article

Politique, Tribune libre

Défi en Bretagne : Douar ha Frankiz appelle à « l’Unité bretonne » [l’Agora]

Découvrir l'article

Sociétal, Société

Point de vue. La Bretagne a les moyens de son indépendance

Découvrir l'article

A La Une, Culture & Patrimoine, Patrimoine

Scrignac. La chapelle de Koat Keo ravagée par un incendie [MAJ]

Découvrir l'article

Société

Profanation de la tombe de l’Abbé Perrot. Youenn Caouissin réagit ! [Vidéo]

Découvrir l'article

Histoire

Scrignac. Les nationalistes bretons se sont réunis en hommage à l’Abbé Perrot et aux insurgés de Pâques 1916

Découvrir l'article

PARTICIPEZ AU COMBAT POUR LA RÉINFORMATION !

Faites un don et soutenez la diversité journalistique.

Nous utilisons des cookies pour vous garantir la meilleure expérience sur Breizh Info. Si vous continuez à utiliser le site, nous supposerons que vous êtes d'accord.

Clicky