E Brest ne fell ket d’an drafikourien dramm chom hep mont da bediñ d’an eur er voskeen. Alato ! D’an 18 a viz meurzh e oa ur strollad poliserien e karter Bellevue o klask suraat al lec’h dre ma’z eo ur baradoz ar c’harter-mañ. Sachet eo bet o evezh gant un den a oa o tec’hout kuit. Ha, en ur redek, e taolas ur sac’hadig leun a boultrenn wenn. Heroïn e oa ! 43 gr en holl memestra…
Serret e voe buan ar paotr ha kaset d’ar c’homiserdi. Eus Mayotte e oa. 22 vloaz. Evit en em zidamall e lavaras d’ar boliserien e oa « dale gantañ da vont d’ar voskeen« .
Ar ramadan e oa neuze war yun e oa sañset met ne oa ket evit an trafikañ dramm. Hag « halal » eo ?
Crédit photo : DR
[cc] Breizh-info.com, 2025, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine