Dimeurzh paseet e oa lid ar « Prizioù » aozet e Plougerne (Bro Leon). Ar bloaz-mañ eo bet enoret ar film-sevenour Ronan Hirrien evit e deulfilm e brezhoneg anvet « Tomaz, Frankiz hag ar mor bras« . Kontañ a ra an teulfilm-mañ istor Tomaz Andre, ur skiper yaouank a 22 vloaz. Daoust ha petra a laka anezhañ da redek war ar morioù bras evel se ? Petra eo hent ur skiper yaouank hag en deus c’hoant d’ober e dreuz er bageal a live uhel ?
Un teulfilm pozitivel war bed ar mor hag ar bagoù dre lien hag, evit ur wech, setu un oberenn ha n’eo ket politik. Ober a ra vat !
Crédit photo : Tapadenn Skramm video Youtube Frañs 3
[cc] Breizh-info.com, 2025, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine