E miz meurzh 2022 e oa bet sinet live 1 ar garta Ya d’ar Brezhoneg gant ti-kêr Douarnenez. Evit tizhout al live 1-mañ e tle an ti-kêr lakaat pemp tra e pleustr evit ar brezhoneg. Met dibabet eo bet gant an ti-kêr da lakaat 14 ober fetis e pleustr : panelloù ouzhpenn, pennad-stur divyezhek war gazetenn ar gumun, sevel ur bodad-labour evit kas ar brezhoneg war-raok e kêr, … ar roll klok a zo amañ.
D’an 12 a viz meurzh e oa un emvod bilañs e ti-kêr Douarnenez gant tud Ofis ar Brezhoneg ha dilennidi an ti-kêr evit priziañ ar pezh a oa bet graet gant Douarn’. Evel just eo bet testenniet al live 1 ganto.
Crédit photo : Ti-kêr Douarnenez
[cc] Breizh-info.com, 2025, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine
Une réponse à “Douarnenez : testeniet eo bet live 1 ar garta YaB !”
N’on ket deuet a-benn da gavout brezhoneg war lec’hienn an ti-kêr…