E Sant-Maloù e oa barnet un den gant al lez-varn d’an 11 a viz meurzh. 32 vloaz eo ha 23 meneg a zo war e roll lez-varn. En toull-bac’h emañ c’hoazh kar kondaonet eo bet evit un afer kozh. Gourc’hemennoù ! Ma oa dirak ar barner an deiz-mañ e oa peogwir en doa skoet gant amezeg e vreur d’ar 6 a viz here 2024. Perak ? Ne oar ket. Fachet eo ouzh ar gevredigezh ha forzh penaos e oa karget mat an deiz ma c’hoarvezas an traoù. 3 devezh ITT en deus bet ar paourkaezh den skoet memestra !
Dilabour eo ha n’eus na lojeiz na netra, paneve ar c’hokain hag a laka en e fri a sac’hadoù.
Eizh mizvezh mui pevar mizvezh gant goursez en deus tapet ar wech-mañ. Met n’eo ket mat dezhañ. « Petra ? Petra ? ha perak ket daouzek mizvezh diouzhtu ???!! Lâr’ a ran deoc’h : ne zoujin ket ouzh ho endalc’h ! Bremañ e vo kokain ha feulster for life ! » a huchas goude ar varnadenn hervez « Le Pays Malouin ».
Brav ! Setu ur binvidigezh ouzhpenn evit Breizh !
Crédit photo : DR
[cc] Breizh-info.com, 2025, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine