Ingrandes : kameriaoù evezhiañ a vo staliet

Evit an nep a zo intereset gant istor Breizh, istor an Emsav, ez eo Ingrandes ur gêr anavezet evit un degouezhadenn hepken : « Taol Ingrandes » an hini eo. Da lavaret eo ar gwall-daol c’hoarvezet e 1932 pa voe lakaet ur vombezenn gant Célestin Lainé ha daou gomper dezhañ war an hent tren etre Anje ha Naoned. Distrujet e voe an hent ma oa sañset tremen tren Edouard Herriot, penn ar gouarnamant gall d’ar mare-se. Deuet e oa hennezh da lidañ 400vet deiz-ha-bloaz akt stagañ Breizh da Vro-C’hall e Naoned. Evit sammañ atebegezh ar gwall-daol en doa Célestin Lainé savet u strollad : Gwenn-ha-du, diwar anv hor banniel broadel.

Bremañ n’eus ket mui anv eus Ingrandes. Ingrande-le-Fresne-sur-Loire ne lavaran ket, diwar anv ar gêriadennig eus Liger-Atlantel a voe staget ouzh Ingrandes e 2016. Mod-se hon eus kollet ur gêriadenn ouzhpenn kar emañ ar gumun nevez er Maine-et-Loire !

Felliezh, disurentez ha laeroñsi a zo muioc’h-mui e Ingrandes, evel partout e Bro Ankiniz, e Breizh hag e Bro-C’hall bremañ. Setu perak eo bet divizet gant ar c’huzul-kêr d’ar 24 a viz c’hwevrer da staliañ kameriaoù-evezhiañ e pep lec’h e kêr, dreist-holl ar bourk, ar plaine sportive hag an ti-gar. D’an 23 a viz mae e vo dalc’het un emvod foran gant ar maer Alain Tusseau ma vo displeget gantañ perak e vo staliet ar c’hameriaoù, pelec’h ha penaos e vo graet.

Crédit photo : DR
[cc] Breizh-info.com, 2025, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine

 

Cet article vous a plu, intrigué, ou révolté ?

PARTAGEZ L'ARTICLE POUR SOUTENIR BREIZH INFO

Laisser un commentaire

Votre adresse e-mail ne sera pas publiée. Les champs obligatoires sont indiqués avec *

ARTICLES EN LIEN OU SIMILAIRES

E brezhoneg, Ensauvagement, GUINGAMP, Local, Société, ST-NAZAIRE

Sant-Maloù-Gwersac’h/Plouizi : muioc’h a gameraioù evit stourm ouzh ar felliezh

Découvrir l'article

Ancenis, Culture, Culture & Patrimoine, Histoire, Local, Patrimoine

Ingrandes-Le Fresne (49-44) : quand une association sauvegarde l’histoire locale

Découvrir l'article

E brezhoneg, Ensauvagement, Local, Locminé, Société

Mourieg (56) : 56 kamera a-benn an dilost-hañv !

Découvrir l'article

Culture & Patrimoine, Histoire, Patrimoine, Réunification

Quand la toponymie des communes angevines et vendéennes démontre que la Loire-Atlantique c’est la Bretagne

Découvrir l'article

Ancenis, Culture & Patrimoine, Histoire, Local

Le Fresne-sur-Loire (44-49) s’éloigne de plus en plus de la Bretagne

Découvrir l'article

PARTICIPEZ AU COMBAT POUR LA RÉINFORMATION !

Faites un don et soutenez la diversité journalistique.

Nous utilisons des cookies pour vous garantir la meilleure expérience sur Breizh Info. Si vous continuez à utiliser le site, nous supposerons que vous êtes d'accord.

Clicky