« Divizoù gant an Douar » zo ul lennadenn a vo aozet e Ti ar Vro/L’Oté e Sant-Brieg d’an 03 a viz meurzh. Ur greizenn evit sevenadur ha yezhoù Breizh eo an Ti ar Vro-mañ. Ha da geñver mizvezh ar brezhoneg hag ar gallaoueg a vo dalc’het a-hed miz meurzh e vez aozet al lennadenn-mañ
Testennoù Anjela Duval, e brezhoneg evel just, a vo lennet met ivez testennoù Mahmoud Darwich, ur skrivagner arabegour palestinian. Testennoù en arabeg a vo lennet da geñver mizvezh ar brezhoneg, aze.
Ezel eus an OLP e oa Mahmoud Darwich.
Bep bloaz e vez aozet « mizvezh yezhoù Breizh » gant Rannvro Breizh.
Crédit photo : Ti ar vro/l’oté Sant-Brieg
[cc] Breizh-info.com, 2025, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine
2 réponses à “Sant-Brieg : ul lenadenn en arabeg evit « mizvezh ar brezhoneg »”
Mantrus! Paour-kaezh tud! Trist eo o welout n’o deus ket an dud-se ur begad dibarded (= un brin d’originalité).
Quel est le rapport entre la langue bretonne et la Palestine ?
Poent eo da baouez bezañ sot, neketa ?
Que les Bretons s’occupent de la Bretagne et les Palestiniens de la Palestine et les vaches seront bien gardées !