« Breizh hon dazont » : achu ganti !

N’eus ket mui eus al « lusk » Breizh hon Dazont. « Marvleueet » evel vez lâret e Kreiz Breizh a-zivout ur vuoc’h hag he deus kollet he leue. Rannet e daou eo an danvez-emsav a oa bet savet gant Yvon Ollivier ha Caroline Glon ha div bajenn Facebook a zo hiviziken. Yvon Ollivier hag e re a zo aet d’o zu ha Caroline Glon d’an tu-all. Petra zo kaoz o deus tarzhet an traoù ken trumm ? Abalamour da brezegenn kannad ar PNB e Karaez disadorn tremenet. Aet e an tu-kleiz e fulor gant-se ha taolet ar bec’h war Caroline Glon tamallet da vezañ « eus an tu-dehou pellañ » evel just.

Drol eo kar sklaer e oa abaoe ar penn-kentañ e oa Caroline Glon ur vaouez eus an tu-dehou. Embannet he doa abaoe pell e felle dezhi mont war ar renk e Ar Baol e anv an tu-dehou. Met goude emvod Karaez e krogas ar Spont Meur gaochist d’ober e reuz : ur « faskourez » e oa deuet Caroline Glon da vezañ kar ne felle ket dezhi en em skourjezañ da vezañ bet er memes sal hag un den eus ar PNB.

Eus e du, en em zigereziñ a reas Yvon Ollivier peur ma c’hellas kuit da vezañ lakaet « faskour » eñ ivez gant chas-koloeg an Emsav ruz (pe kentoc’h roz pailhouroù bremañ). Gant-se eo bet savetaet e vrud-vat. E enor zo un afer all…

Bremañ e c’hello « Bretagne Notre avenir » kanal Yvon Ollivier sevel e brogram diazezet war sujidi muiañ-karet an Emsav : an « adunvanidigezh », an « emrenerezh », ar « sevenadur », « feur-emglev 1532 », « Ana Vreizh », « brezhoneg e pep lec’h » hag « istor Breizh ». Met ur blas a enep-faskouraj evel just !

 

 

Crédit photo : tapadennoù skramm pajennoù Facebook Caroline Glon hag Yvon Ollivier
[cc] Breizh-info.com, 2025, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine

Cet article vous a plu, intrigué, ou révolté ?

PARTAGEZ L'ARTICLE POUR SOUTENIR BREIZH INFO

Laisser un commentaire

Votre adresse e-mail ne sera pas publiée. Les champs obligatoires sont indiqués avec *

ARTICLES EN LIEN OU SIMILAIRES

Politique

« Bretagne Notre Avenir » : les ennuis commencent !

Découvrir l'article

Politique, Sociétal, Société

« Bretagne notre avenir » : espérons que…

Découvrir l'article

LA BAULE, Local, Politique

« Bretagne notre avenir » une tentative de liste d’union des autonomistes bretons pour les municipales

Découvrir l'article

E brezhoneg, International

Korsika : Ghjurnate di Corti, piv a gomzo evit Breizh ?

Découvrir l'article

E brezhoneg, Politique

Hag eo deuet an enepyuzevegezh da vezañ diouzh ar c’hiz en Emsav ?

Découvrir l'article

E brezhoneg, Sociétal, Société

Arabat komz eus an IVG !

Découvrir l'article

E brezhoneg, Local, MORLAIX, Politique

Manifestadeg eus Montroulez evit al lojeiz : tri o tañsal ha pevar o son’

Découvrir l'article

E brezhoneg, Tribune libre

Bed ar brezhoneg é treiñ kein da Vreizh-Izel [L’Agora]

Découvrir l'article

E brezhoneg, Sociétal, Société

An Emsav oc’h en em zrailhañ war twitter diwar-benn poan a varv

Découvrir l'article

E brezhoneg, Tribune libre

Enbroerezh : d’ar re o deus komprenet e-barzh an Emsav… [l’Agora]

Découvrir l'article

PARTICIPEZ AU COMBAT POUR LA RÉINFORMATION !

Faites un don et soutenez la diversité journalistique.

Nous utilisons des cookies pour vous garantir la meilleure expérience sur Breizh Info. Si vous continuez à utiliser le site, nous supposerons que vous êtes d'accord.

Clicky