D’ar 25 a viz c’hwevrer o doa en em vodet tud ar « C’hollectif de soutien aux personnes sans-papiers de Rennes – CSPSP 35« . Un ugent bennak a emsaverien e oa, met hervez ar gaochisted, ne oa ket « kalz a dud dibaper » o kemer perzh en emvod-mañ. Ar pezh a dalv ne ra ket foutr an embroidi eus randonerezh ar gaochisted kar n’eo ket ar wech kentañ o dez keuz ne vefe ket intereset o « mignoned » gant o frederioù bervidant.
Da gentañ, emañ ar gaochisted o vont « da welaat » an diskouezadeg a vez staliet ingal amañ hag ahont e kreiz kêr Roazhon gante. Kar « klichedoù nevez o deus klevet » o selaou an dud o terc’hel an diskouezadeg e straedoù Roazhon. « Klichedoù » war ar skoazelloù sokial hag an AME paneveken. Klichedoù nemetken ?
Dimerc’her a zeu da 6e00 noz e vo aozet un obererezh plasenn Vreizh e Roazhon. Un obererezh « a-enep Trump » e vo. N’on ket sur e klevo paotr MAGA anv eus taol Roazhon…
A-hend-all e vo kaset daou labous eus ar CSPSP da Zouarnenez d’ar sadorn 15 a viz meurzh evit « poellgor rannvroel ar strolladoù a souten an embroidi ». Hag, evel just, goude e vo « ur fest ». Homo festivus atav hag adarre…
War sujed ar jiminasoù skwatet gant an embroidi e Roazhon er mare-mañ : bremañ n’eo ket mui deuet mat ar c’hevredigezhioù gaochist enne. Skarzhet int bet mui me vui gant an embroidi. Met ne vir ket oute da glask gouzout penaos e tro an traoù e-barzh. « Question logement, la situation est tendue sur Rennes : aucune solution n’est proposée pour les personnes qui « vivent » dans les gymnases, même si on observe des « mouvements » dans l’un d’entre eux, sans bien comprendre ce qu’il se passe exactement. » Spered a sklaved, tud sujet…
Herveze ez eus re a dud er skwatoù-se, dav e vefe kavout ul lec’h nevez da aloubiñ : diriaoù a zeu, tro 5e noz, e vo graet un taol e Roazhon, da lavaret eo, skwatet e vo ur jiminas pe un ti nevez evit lojañ an embroidi.
A-hend-all e vo soutenet obererezh ar CIAMIR (Collectif des Immigrés Abandonnés et des Mineurs Isolés de Rennes) dimeurzh gant ar CSPSP 35. Kar dimeurzh, tro kreisteiz e vo graet un obererezh gant ar strollegezh-mañ.
Hag emañ c’hoazh Roazhon e Breizh ?
Crédit photo : DR
[cc] Breizh-info.com, 2025, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine