Kêrnevez-Raez : hep aotre-bleinañ hag ur yalc’had aour gantañ, an adfeller a chom en toull-bac’h

Reoù o deus chañs da gaout kement ha arc’hant gante hep… gouzout penaos eo arruet en o chakod ! E Kêrnevez-Raez, e Bro-Raez, e oa bet serret daou zen e miz here 2023 o rodal en un takad greantel. E karr-tan unan e oa an daou. Pa oa bet goulennet gant an archerien petra e oant oc’h ober amañ e voe lavaret gant ar bleiner ne anaveze ket ar gwaz a oa gantañ en e gichen !

Hep aotre-bleinañ abaoe 9 viz e oa gantañ ur sapre yalc’had a arc’hant aour : 4 350€ en holl, bilhedoù dalc’het gant ul lastik. Diskred zo bet diouzhtu war ar bleiner da vezañ un trafikour bennak, anat. Ouzhpenn-se e lavaras eñ en doa kavet ar bilhedoù en ur skwat eus Fontenay le Comte e Vañde. Ur skwat ma vez trafiket ha kemeret dramm…iskis, iskis !

Kaset e oa bet en toull-bac’h gant ar barner da c’hortoz e brosez.

Deiz e brosez justawalc’h, d’ar 25 a viz c’hwevrer e Sant-Nazer, e lavaras e oa « en e aes en toull-bac’h ». Prederiet e vez outañ, ober a ra sport, n’eo ket fall e jeu ! Ma vez lennet ar pennad-mañ gant Mohammed Amra…

Evel just n’eo ket ar wech kentañ dezhañ tremen dirak ar barner : 6 menneg a zo war e roll lez-varn. Hag eñ 28 vloaz !

Hervez e vreutaer en defe c’hoant bezañ dibrizonet evit kregiñ gant ur stummadur souder ha… miret an arc’hant a oa bet kavet gantañ ! Kement hag ober !

A-benn ar fin eo bet kondaonet da c’hwec’h mizvezh toull-bac’h. Chom a ra en disheol avat kar kouezhet eo bet ar goursezoù a oa war e chouk a-raok an afer.

An arc’hant a chom gant al lez-varn, siwazh dezhañ…

Photo : DR
[cc] Breizh-info.com, 2025 dépêche libre de copie et diffusion sous réserve de mention de la source d’origine

Cet article vous a plu, intrigué, ou révolté ?

PARTAGEZ L'ARTICLE POUR SOUTENIR BREIZH INFO

Laisser un commentaire

Votre adresse e-mail ne sera pas publiée. Les champs obligatoires sont indiqués avec *

ARTICLES EN LIEN OU SIMILAIRES

E brezhoneg, Ensauvagement, Local, Société, ST-MALO

Sant-Maloù : ul livastred kondaonet adarre…

Découvrir l'article

E brezhoneg, Economie, Local, ST-NAZAIRE

Sant-Nazer : hag ur vag nevez da sevel !

Découvrir l'article

E brezhoneg, Ensauvagement, Local, Société, ST-NAZAIRE

Sant-Nazer : Ur gourmarc’hadig laeret gant armoù evit ar pemvet gwech

Découvrir l'article

E brezhoneg, Immigration, Local, SAINT-BREVIN

Sant-Brewenn (Bro-Raez) : un trafikour dramm estrañjour tapet gant an archerien

Découvrir l'article

Dol de Bretagne, E brezhoneg, Ensauvagement, Local, Société

Dol (35) : Bec’h a zo etrezan hag e amezegez : tennañ a ra war e zi gant ur bistolenn-vindrailher !

Découvrir l'article

E brezhoneg, Ensauvagement, Local, Société, ST-NAZAIRE

Bro Raez : unnek vloaz goude, eizh den kondaonet

Découvrir l'article

E brezhoneg, Ensauvagement, Local, Pornic, Société

Kernevez-Raez (44) : ar buro-butun laeret, ar pratikoù gazet !

Découvrir l'article

E brezhoneg, Ensauvagement, Local, Société, ST-NAZAIRE

Sant-Nazer : kirri-tan pulluc’het, tud er ranndi, fuzuilhadeg er straedoù…

Découvrir l'article

E brezhoneg, Immigration, Justice, Local, Société, ST-NAZAIRE

Sant-Nazer : Ar maer David Samzun a adlavar e souten SOS Méditerranée

Découvrir l'article

E brezhoneg, Ensauvagement, Local, NANTES, Société, ST-NAZAIRE

Naoned ha Sant-Nazer : ar boliserien a-enep an trafikañ dramm

Découvrir l'article

PARTICIPEZ AU COMBAT POUR LA RÉINFORMATION !

Faites un don et soutenez la diversité journalistique.

Nous utilisons des cookies pour vous garantir la meilleure expérience sur Breizh Info. Si vous continuez à utiliser le site, nous supposerons que vous êtes d'accord.

Clicky