Setu un drec’hadenn hag a ra vat : gouniet eo bet he stourm get ar familh Pichancourt ag An Oriant : o mab Fañch a zalc’ho an tilde àr N e anv-bihan ! D’ar lun 24 a viz c’hwevrer eo bet embannet e ziviz get ar lez-varn. Ar prokulerezh oe a-enep an tilde-mañ newazh eo bet dislavaret get ar lez-varn. Esper he deus ar familh ne vo ket savet ur rekour get ar prokulerezh.
Ar sizhun-mañ e vo skaret àr un afer Fañch arall, e Anjev ar wezh-mañ.
A-hend-arall eo Kaourintine Hulaud hag a oe karget ag ar gallaoueg er Rannvro dija a zo bet choazet aveit bout bez-prezidantez e-karg ag ar yezhoù rannvro, brezhoneg ha gallaoueg. Kement ha bout sklaeroc’h : he an hini eo a vo e-karg ag ar bolitikerezh aveit ar berton er c’huzul rannvro bremañ : https://fb.watch/xZbuEtux1M/. Kemer a ra plas Kristian Troadec, kaset àr ziskar get Loïg a-gaoz d’ar boeson.
E An Alre emañ Kaourintine Hulaud é chom abaoe bleadoù.
Crédit photo : DR
[cc] Breizh-info.com, 2025, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine