E-korf div sizhunvezh ez eus bet laeret pevar gourmarc’hadig e Naoned ! Ar wech-mañ e oa hini straed Guillaume Grootaers etre ar Breuil ha Beausejour. Tro 8e30 noz d’ar sadorn 22 a viz c’hwevrer e oa. Un den a zo aet tre gant ur gontell. Reklemet en deus ar c’hefad. N’halled ket gwelet e fas. E-keit ma oa o c’hourdrouz an implijidi en em revoltiñ a reas ar pratikoù. Ha dre ma ne oa ket kalonek ar paotr e skampas kuit, e lost en e c’harbedenn.
A-raok hini ar straed Guillaume Grootaers eo bet laeret Carrefour Contact ar straedoù Michel Le Lou (dimeurzh 18/02) ha d’an 11 e oa hini straed Lamoricière. Bewech e oa aet ar c’hefad gant un den masklet, gantañ ur gontell.
Crédit photo : DR
[cc] Breizh-info.com, 2023, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine