Emañ Katalaniz ar su oc’h ober anaoudegezh gant an « Erlec’hiañ Meur » ! Hervez ur studiadenn nevez eo nebeutoc’h eget an tri c’hard eus an dud o chom e Katalonia hag a ra gant ar c’hatalaneg hiviziken. Biskoazh n’eus ket bet ken nebeut ! -3,5% e-keñver pemp bloaz zo !
Ha n’eo ket e-kerzh ar spagnoleg rak hec’h implij a za war-zigresk ivez : -2% !
Ma’z a war-zigresk implij an div yezh eo peogwir ez a war-gresk implij yezhoù all : yezhoù an enbroerezh an hini eo. Betek-henn e oa kentoc’h spagnolegourien eus Amerika ar su hag a zeue d’ober demeurañs e Bro-Katalonia rak labour zo eno. Met bremañ eo kentoc’h Afrikaniz pe tud eus ar reter tostañ. Ha ganto e teu o yezhoù.
93,4% eus tud Katalonia a gompren katalaneg memestra met bremañ n’eus ket nemet 65,6% a oar he skrivañ. Amañ ivez ez a war zigresk an traoù. Pemp bloaz zo e oant 70,6 %.
Evel e Breizh pe e Bro-C’hall, emañ, e Katalonia, an enbroerezh hag an Erlec’hiañ Meur o cheñch ar gevredigezh.
[cc] Breizh-info.com, 2023, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine