Dibrizonet eo bet ar familh Bibas…en o archedoù ! Spontet eo bet ar bed a-bezh o welet ar sponterien balestinian o tougen archedoù bihan an daou vugel Bibas. Hag an holl dud da daoler ar bec’h war an Hamas nemetken. Met estreget an Hamas a oa er pardon !
War ar foto-mañ e weler pevar den o tougen un arched. Pep hini en deus ul lien ha pevar liv a zo. Pep strollad arme palestinian en deus e liv :
. An hini gwer a zo evit an Hamas pe, kement ha bezañ rezis, evit e skouer arme : ar Brigadoù Al-Qassam.
. An hini melen evit ar Fatah pe, kement ha bezañ rezis, hini e skour arme : Brigad Merzherien Al-Aqsa. Strollad ar prezidant palestinian Mahmoud Abbas hag, araozañ, hini Yasser Arafat eo ar Fatah.
. An hini du evit ar Djihad Islamek pe, kement ha bezañ rezis, evit e skour arme : ar brigadoù Al-Quds.
. An hini ruz evit komunisted an FPLP, pe, kement ha bezañ rezis, evit e skour arme, ar brigadoù Abu Ali Mustafa. Ar strollad-se an hini eo a zo mignon da LFI. Bep bloaz e vezont pedet da derc’hel ur stand e Gouel an Huma da skouer !
E Bro-C’hall, ar breutaer Salah Hamouri a zo diskred warnañ kaout liammoù tost gant an FPLP. Hag hemañ a zo ken tost all eus LFI, pedet eo bet gant ar strollad, erminiget eo bet gant maer PCF eus Stains Azzedine Taibi hag all…
Ha memestra evit ar Fatah ! Ur strollad soutenet gant ar gaochisted eo ar Fatah, daoust hag emañ bremañ o kenlabourat gant an Hamas hag ar Djihad Islamek e Gaza hag e Cisjordanie (tra m’o deus en em ganet an eil ouzh egile an daou strollad e-pad mizioù evit kontroliñ Gaza).
A-benn ar fin, e-touez an abostoled a oa o tougen an archedoù diriaoù, e vanke un dileuriad eus an tu-kleiz gall evit ma vefe klok ar skipailh !
Crédit photo : tapadenn skramm
[cc] Breizh-info.com, 2025, Dépêche libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine