Gwerledan (22) : ne fell ket d’an Albanian dindan OQTF, feuls gant e re, kuitaat Breizh

D’an 13 a viz c’hwevrer e oa an Albanian-mañ dirak lez-varn Roazhon. E miz du 2024 e oa bet roet dezhañ un OQTF kar skoet en doa gant e wreg hag e bevar bugel. Boesonour, kondaonet meur a wech evit feulster (toull-bac’het e oa bet e-pad 9 mizvezh e Sant-Brieg da skouer) e oa bet skarzhet eus Bro-C’hall e 2022 dija. Met distroet e oa ha kendalc’het da skeiñ gant e re.

Dindan OQTF eo met ne vir ket outañ da vezañ adkavet ul labour en ul labouradeg a soavon. Kregiñ a raio a-benn miz mae. Forzh penaos o deus kavet ar varnerien « en doa graet strivoù » kar ne « lak ket mui e-barzh » ha « barrek eo war ar mekanik ».

Pelec’h emañ o chom bremañ ? Den ne oar ha, dre-se, eo diaes kavout anezhañ evit lakaat an OQTF da dalvezout. Met…gouzout a reer pelec’h e vo labouret gantañ, memestra ! Kit da gompren…

D’e wreg en deus lavaret en defe « diroget he forzh » kar ne fell ket dezhi c’hoari koukoug gantañ.

A-benn miz e vo embannet o diviz gant barnerien Roazhon. Klaoustre e c’hello chom e Breizh kar « un binvidigezh » eo evidomp ?

Crédit photo : DR (photo d’illustration)
[cc] Breizh-info.com, 2025, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine

Cet article vous a plu, intrigué, ou révolté ?

PARTAGEZ L'ARTICLE POUR SOUTENIR BREIZH INFO

Laisser un commentaire

Votre adresse e-mail ne sera pas publiée. Les champs obligatoires sont indiqués avec *

ARTICLES EN LIEN OU SIMILAIRES

E brezhoneg, Local, Loudéac, Religion, Société

Mûr de Bretagne (22) : Un « tolpadeg speredel » aozet gant ur strollad relijiel afrikan

Découvrir l'article

BREST, E brezhoneg, Immigration, Local

Brest : an Albanad bac’het en e ranndi, ur fuzuilh gantañ, en deus en em rentet

Découvrir l'article

Dol de Bretagne, E brezhoneg, Justice, Local, Société

« Serge eus Paris », trafikour dramm a vicher, a sko gant ur vaouez !

Découvrir l'article

E brezhoneg, Ensauvagement, Local, NANTES, Société

Naoned : un Aljerian diskred warnañ bezañ bac’het e wreg hag e vugale ha skoet ganto e-pad bloavezhioù

Découvrir l'article

E brezhoneg, Justice, Local, QUIMPER, Société

Un den eus La Courneuve a sko gant e zousig eus Kemper

Découvrir l'article

Ensauvagement, Justice, Local, Société, ST-MALO

Sant-Maloù : « Te a baeo, Doue an hini eo a ziviz ! »

Découvrir l'article

E brezhoneg, Local, QUIMPER

Kemper : daou vreur kondaonet evit bezañ skoet gant o mamm

Découvrir l'article

PARTICIPEZ AU COMBAT POUR LA RÉINFORMATION !

Faites un don et soutenez la diversité journalistique.

Nous utilisons des cookies pour vous garantir la meilleure expérience sur Breizh Info. Si vous continuez à utiliser le site, nous supposerons que vous êtes d'accord.

Clicky