Livrastred un deiz, livastred atav !
En e ugent vloaz emañ ar paotr-se. Kigennek hervez « Le Pays Malouin ». Nav menneg war e roll lez-varn. En toull-bac’h emañ. Met n’en deus ket komprenet c’hoazh ha n’eus deus ket diskennet e gribenn. En toull-bac’h e kendalc’h da c’hoari al livrasted. Ken en deus langachet un evezhierez : « Je vais te piétiner, ferme la porte sale pute » en deus huchet outi evit un afer a strinkerez.
Met gwasoc’h zo. Dirak lez-varn Sant-Maloù eo ret dezhañ displegañ perak en deus skoet gant un den er vac’h gantañ, en e log. Pilet en deus anezhañ asambles gant un den all, peogwir n’en doa ket degaset kannab dezho pa oa er-maez evit ur c’hoñje. 10 devezh a ITT en doa bet memestra !
15 mizvezh a doull-bac’h ouzhpenn en deus bet gant barner Sant-Maloù evit e oberenn a-bezh. Hag e gomper ? Ne oa ket dirak ar varnez evit e brosez… Er bled marteze ?
Crédit photo : DR (photo d’illustration)
[cc] Breizh-info.com, 2025, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine