Sevel daou pe dri Kêrvrezhon e Breizh-Izel…

Abaoe bleadoù bremañ zo ur gumuniezh holl-verton e Breizh-Izel : Kêrvrezhon. Bugale zo bet ganet e Kêrvrezhon, bugale holl-verton. Get div familh zo bet savet ar gumuniezh-se e 2015, pet int bremañ ? Doc’h a ouiomp zo un ti-feurm e gwerzh e-tal kichen tachenn Kêrvrezhon er mare-mañ hag emaint é klask un den pe ur familh a ouia berton aveit e breniñ hag en em staliiñ ennañ. E-lec’h klask sevel tiegezhioù holl-verton e kêrioù bras ha divretoned èl Roazhon pe Naoned kit get ho tousig da breniñ an ti-mañ ha desavit ho pugale en un endro broadel hag en hor yezh !

Mennadoù arall mod Kêrvrezhon a zo bet un tamm e pep lec’h e Breizh-Izel abaoe bleadoù. Pa oan yaouank e oa kaoz da sevel unan tro Langoned pe Roudoualleg ma ‘m eus soñj mat. Da vare Gwalarn e oa kaoz bet da sevel unan er C’hanada memes.

A-benn ar fin n’eus ket nemet tud Kêrvrezhon o deus kaset ar mennad-se da benn. Halas, ar vretoned a zo techet da sevel kastelloù el loer a-raok kaout un disterañ blank. Kaozioù toull doc’h ur c’hontoer bennak.

Ha muioc’h-muiañ e vez klevet kaoz ag ar « c’hêrioù ma vo savetaet hor yezh » sañset. Ich’ta ! Penaos e c’heller soñjal e vo klevet berton er c’harterioù aloubet a Roazhon ha Naoned, e Bro-C’hallo oc’hpenn ! Achu gant seurt sotiz hag amoedajoù ! Savomp daou pe dri Kêrvrezhon e Breizh-Izel, àr ar maez, e kreiz ar bobl, e-lec’h klask en em veuziñ e-kreiz ar vorianed en ur Zup Sud bennak pe me ouia c’hoazh. Ne selaouan ket mui kaozioù ar re staliet e Roazhon pe Naoned, ar « choej ag an emsav aveit ar breton », forzh penaos.

Tud avisted mat eo tud Kêrvrezhon hiviziken marhat. Paket skiant-prenet gete. Surawalc’h o deus groeit sotonioù, kemeret hentoù fall, hag o deus tennet kentelioù a se. Kentelioù hag a c’hellahe servijout da dud arall. Ur sort « Meka » ag ar gumuniezh holl-verton e c’hellahe bout (m’o deus c’hoant da rannañ o ouiziegezh èl rezon). « Kumuniezhoù a vennad » a bep sort a zo é splanniñ un tamm e pep lec’h er bed bremañ : Orania, Ozarks, … E Breizh hon eus ar chañs da gaout unan hag he deus paket skiant-prenet. Unan hag he deus lakaet ar yezh e kreiz he mennad. Profitamp !

He lakomp da greskiñ pe savomp div pe dri arall, fidambié !

Crédit photo : DR (photo d’illustration)
[cc] Breizh-info.com, 2025, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine

Cet article vous a plu, intrigué, ou révolté ?

PARTAGEZ L'ARTICLE POUR SOUTENIR BREIZH INFO

2 réponses à “Sevel daou pe dri Kêrvrezhon e Breizh-Izel…”

  1. Aorelian dit :

    Ar pezh a blijfe din kalz… din da c’houzout peseurt micher e c’hallfen ober evit sevel un tiegezh hag ur familh dereat war ar maez… ha dreist-holl gant piv. peseurt plac’h a hiziv a faotfe dezhi en em staliañ war ar maez da sevel ur familh ? Aes dimp huñvreal ha neket en ober. kaout tud sirius hag a-sonn o spered a chom ar pep diaesañ evit kas lañs da raktresoù a-seurt-se. Ur rouestlad a gondisionoù da zirouestlañ !

  2. Raymond Neveu dit :

    Plijadur bras ganin o lennañ Aorelian, c’harzh leun va c’henou!!!

ARTICLES EN LIEN OU SIMILAIRES

E brezhoneg, Education, Local, QUIBERON, Société

Ur c’hlas divyezhek brezhoneg-galleg b’ar Gêrveur !

Découvrir l'article

CARHAIX, E brezhoneg, Local

Lise Diwan Karaez : ha dirouestlet eo an afer ?

Découvrir l'article

E brezhoneg, Ensauvagement, Local, PLOËRMEL, Société

Monteneuf-Guer (Bro Gwened) : daou labous arestet a-c’houde ur lañvad a dier laeret

Découvrir l'article

E brezhoneg, Education, Local, Société, ST-BRIEUC

Kastellaodren-Plagad : difenn an hentenn divyezhek !

Découvrir l'article

E brezhoneg, FOUGERES, Local

Felger : taget zo bet ur radar all !

Découvrir l'article

Culture & Patrimoine, E brezhoneg, FOUGERES, Histoire, Local, Patrimoine, Religion, Société

Saint-Germain-en-Coglès (35) : ur c’halvar livachet !

Découvrir l'article

E brezhoneg, Ensauvagement, Local, PLOËRMEL, Société

Funoù e kouevr laeret : ur barrad ‘ba Morbihan !

Découvrir l'article

E brezhoneg

« Brezhoneg Gallo Kaoz », ur strollad kuzh nevez evit ar brezhoneg hag ar gallaoueg

Découvrir l'article

Culture, Culture & Patrimoine, E brezhoneg, GUINGAMP, LANNION, Local

Ha savetaet e vo levraoueg Kawan ?

Découvrir l'article

E brezhoneg, Ensauvagement, Local, PLOËRMEL, Société, VANNES

Talbont (56) : roget eo bet ar Gwenn-ha-du !

Découvrir l'article

PARTICIPEZ AU COMBAT POUR LA RÉINFORMATION !

Faites un don et soutenez la diversité journalistique.

Nous utilisons des cookies pour vous garantir la meilleure expérience sur Breizh Info. Si vous continuez à utiliser le site, nous supposerons que vous êtes d'accord.

Clicky