E Bro-Oksitania ez eus ur seurt redadeg evit ar yezh oksitan : La Passem an hini eo. N’eo ket ar Passem-mañ ur redadeg « pan-oksitan » rak re vras eo ar vro, treuziñ a ra ar Bearn hag ar rannvroioù tost nemetken.
Lañset e 2018 e vez aozet bep eil bloaz evel ar Redadeg. Ar bloaz paseet, e 2024, e oa bet rastellaet 100 000€ a-hed 1100km war 6 devezh ha 5 nozvezh. 300 kumun a oa bet treuzet memestra gant kantadoù a rederien. E Bro-Vearn o doa redet emsaverien ar yezh met ivez e Comminges, Gers, Bro-Euskadi (Adour-Izel) hag el Lannoù.
Gant an arc’hant-mañ e vo kaset da benn 25 raktres evit ar yezh oksitan. E Pau zo bet degemeret tud a gas da benn ar raktresoù-mañ gant ar gevredigezh Ligams, hag a ra war-dro La Passem, ar sizhun paseet ha roet dezho pep a chekenn.
215 000€a zo bet dastumet abaoe 2018 ha 46 raktres a zo bet arc’hantaet. Setu amañ al listenn
Crédit photo : DR (photo d’illustration)
[cc] Breizh-info.com, 2025, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine
Une réponse à “100 000€ evit an oksitaneg gant La Passem !”
Ma Doue gweneien a zo e Bro Biroute ha Betsaram, poent eo da gemmer ho arc’hant da re -se!