E peseurt bro e krogo ar brezel etnek en Europa ? Hervez penaos emañ an traoù en amzer-vremañ me glaoustfe e krogo e Beljia ken aloubet eo ar vro ha ken izel an emsav a-enep an aloubadeg e Waloni (e Flandrez n’eo ket memes kont : emañ ar Vlaams Belang en e uhelañ).
Hervez ur studiadenn bet graet gant ar « Centre d’information, de documentation et de recherche de Bruxelles » ar VUB » (« Vrije Universiteit Brussel » pe « skol-veur dieub eus Bruxelles, ur skol-veur e nederlandeg) e vez komzet 104 yezh e bannlev Bruxelles, da lavaret eo an 19 kumun tro-dro da gêrbenn Beljia hag a oa, sañset, er vro nederlandegour.
E 2014 e oa bet graet ur studiadenn gentañ. Skrivet e oa enni e veze komzet 75 yezh. E 2019 e oa 87 ha bremañ ez eus 104. 29 yezh all e-korf nav vloaz !
Ez-ofisiel emañ er vro nederlandegour an 19 kumun eus ar « Rand » (« de Brusselse Rand » pe « De Rand » a vez graet eus bannlev Bruxelles) met hiviziken e vez gouvezet an nederlandeg gant 65% eus an dud nemetken. E 2019 e oant 68,5%. Ha n’eo ket e-kerzh ar galleg rak, war un dro, zo bet kollet 5% a c’hallegerien !
Gouzout ur yezh ne dalv ket ober ganti war a bemdez : e 2014 e veze komzer nederlandeg en hanter eus familhoù ar Rand. Ha bremañ eo tost an drederenn…
Emañ ar galleg o c’hounid tachenn (un tammig) met dreist-holl e vez komzet muioc’h-mui a yezhoù estren.
Betek pegoulz e c’hell Bro-Veljia mont war an diskar evel-se ?
[cc] Breizh-info.com, 2025, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine