Bezit war evezh tudoù kar embannet e vo daou ziviz a-bouez evit an Ñ en anvioù-bihan ar miz-mañ : d’ar 24 a viz c’hwevrer e vo gouvezet hag e c’hell Fañch Pichancourt, bet ganet en Oriant, kaout un Ñ e-barzh e anv bihan. Gant lez-varn An Oriant e vo barnet an afer. D’ar 6 a viz c’hwevrer e oa bet ar prosez gant ur brezegenn bet graet gant breutaer ar familh evit difenn an tilde.
3 devezh goude ar 24, ar 27/02 neuze, e vo embannet ur varnadenn all diwar-benn ur Fañch all bet ganet e Anje e 2023. Amañ ivez e ouzo tud ar babig ma c’hell hemañ mirout e dilde war e anv.
Kement ha « brientiñ an dachenn » zo bet kinniget d’ar 4 a viz c’hwevrer un danvez-lezenn d’ar Breujoù gant Annaïg Le Meur, kannadez Kemper, evit ma vefe anavezet ez-ofisiel ur charread a sinoù diakritk nevez en anvioù-bihan gant ar melestradur. En o zouez, an tile evel just. 39 kannad all o deus sinet an danvez-lezenn-mañ.
[cc] Breizh-info.com, 2025, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine