Nag ur souezhadenn evit tud Kerizag e Plouizi (Bro Dreger) : d’an 13 a viz genver, beure mat, o deus gwelet mekanikoù chanteroù o kregiñ gant o labourioù war un dachenn a-hed an hent tren. Ul leur-degemer evit ar gantreourien (an dermajied) o deus kroget da sevel ! Ha ne oa ket bet kelaouet tud eus ar gêriadenn gant Gwengamp Pempoul Agglo eus kement-mañ !
Hervez an annezidi eo dangerus-tre an dachenn-se. Just e-kichen al linenn TGV ha nepell eus an hent. Met ne vern evit Yannick Le Goff, maer Gras-Gwengamp, e-karg eus degemer ar gantreourien en agglo : ur grilhaj a vo staliet a-hed al linenn TGV !
Ha perak eo bet dibabet an dachenn ha n’eo ket hini ar Champs-de-tir hag a oa kalz suroc’h, gant nebeutoc’h a dud tro-dro ? Abalamour d’al lezennoù war an endro. Un takad gleborek eo ar Champs-de-tir war a seblant ha n’hall ket an agglo lakaat betoñs warni.
Klask a ra Yannick Le Goff sioulaat an traoù gant an amezeien : « ne vo ket kalz a dud o tremen war al leur-degemer-mañ » en deus touet.
Gwelet e vo d’an hañv pa vo savet ur gaborell pe ziv !
Maer Gwerzhav o sevel e vouezh
E Gwerzhav (Liger-Atlantel) n’eo ket memes kont : Fellout a ra d’an aotroù maer, Rodolphe Amailland (LR) cheñch al lezenn war degemer an dermajied. Taget e oa bet e miz even 2023 gant un vandennad p’o doa klasket en em staliañ war un dachenn. Hag abaoe n’hall ket mui anduriñ anezhe p’en em staliañ a reont forzh pelec’h. Hag er mare-mañ ez eus un hanter-kant bennak staliet war un dachenn e-barzh ur takad greantel eus ar gumun. Peadra da lakaat ar maer e fulor !
Met e Bro-C’hall o deus droad d’ober ar pezh o deus c’hoant ar re e-maez al lezenn, neuze…
Crédit photo : pajenn facebook Rodolphe Amailland
[cc] Breizh-info.com, 2025, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine