E Bro-Gwiniegi ez aent da rodal kentoc’h met ivez tro Sant-Nazer ha betek Pirieg e gwalarn pellañ al Liger-Atlantel : tri Rouman a oa deuet da vezañ mestr war an arz da laerañ an tiez ! Ar sizhun paseet e oant dirak lez-varn Naoned gant daou gomper dezhe. Oh, n’eo ket ar wech kentañ evit unan anezhe da vezañ kaset dirak ar barner : 10 gwech eo bet kondaonet dija ha dindan goursez e oa pa oa bet serret. Hag hir eo rol an tiez bet gweladennet gante : e Gwerzhav o deus laeret bravigoù hag ul letrin c’hoariñ, er Palez e oa arc’hant ha bravigoù a zo aet gante ha pemp ha pevar… 38 en holl !
Bewech e oa ar memes tra : an den hir e rol lez-vern az ae da laerañ tra ma chome e-barzh ar c’harr-tan e genseurted.
Siwazh, n’o doa ket komprenet penaos ez ae en-dro an tikiji-preti : en ur C’hFC eus Naoned o doa paeet gant unan bet laeret gante. Gant ar c’hameraioù evezhiañ o doa gwelet ar boliserien karr-tan ar skipailh.
Da bevar bloaz a doull-bac’h eo bet kondaonet penn bras ar skipailh (mui un OQTF a bemp bloaz) hag ar re all a o deus bet kastizoù gant goursez rak gwenn e oa o rol lez-varn betek bremañ.
Crédit photo : DR
[cc] Breizh-info.com, 2025, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine