Kreizenn ar vell-droad : ne vo ket e Gwaled !

Fin an istor ? Abaoe tri bloaz ez eus anv eus « kreizenn ar vell-droad » e su al Liger. Sez kevread mell-droad « Broioù al Liger » a oa sañset bezañ dilojet da Waled zoken, e takad an Dorices. A-benn ar fin ne vo ket. Ha koulskoude e oa avañset mat ar raktres : un dachenn a 8 hektar a oa bet miret, ur raktres hollek a oa bet raksavet gant ur program ekonomikel, yec’hedel, touristikel ha sportel ennañ. Etre 15 hag 20 milion € a oa wa an daol memestra ! Ur savadur a 5000m² a vefe bet savet mui tachennoù mell-droad mui kalz traoù all.

Met ne jaoj ket ar raktres-mañ ouzh al lezennoù nevez war an endro. Da gentañ holl, ha pa ne oa ket an dachenn war un takad gleborek e oa ur redi da gavout 15 hektar en ur lec’h all « evit kempouezhañ ». An dour da skarzhañ a oa ur gudenn da zirouestlañ ivez rak e vefe bet savet ar greizenn war daou ziazad doureier. Servij an arkeologiezh en doa goulennet e vefe graet furchadegoù ivez mui traoù all…

A-benn ar fin en deus lavaret « harz » ar c’hevread. Re gompliket an traoù e Gwaled ! Emañ o klask ul lec’h war-hed 30-40 km eus Naoned rak beuzet e vez ingal e dachennoù mell-droad e Sant-Seb’ m’emañ e sez abaoe bloavezhioù.

Diaes ar vuhez evit bed ar mell-droad e Bro Naoned abaoe reuz Kêr Itron al Lannoù : an FC Naoned a felle dezhañ kas e greizenn-bleustriñ e-kichen Ankiniz e-pad ur mare, met amañ ivez e oa re a skoilhoù a bep seurt da stourm outo.

Crédit photo : DR

[cc] Breizh-info.com, 2025, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine

 

Cet article vous a plu, intrigué, ou révolté ?

PARTAGEZ L'ARTICLE POUR SOUTENIR BREIZH INFO

Laisser un commentaire

Votre adresse e-mail ne sera pas publiée. Les champs obligatoires sont indiqués avec *

ARTICLES EN LIEN OU SIMILAIRES

E brezhoneg, Football, Local, RENNES, Sport

Mell-droad : ur c’hembread e Roazhon !

Découvrir l'article

Clisson, E brezhoneg, Local, NANTES

Gwaled (Bro Gwinieg Naoned) : an Termaji a c’hwibe ar re gozh

Découvrir l'article

Clisson, E brezhoneg, Local, NANTES

Gwaled/Valette (44) : un emsaver LFI taget war ar marc’had met gant piv ?

Découvrir l'article

E brezhoneg, Ensauvagement, Local, NANTES, Société

US Konk Kerne : un tifo e brezhoneg evit Maxime

Découvrir l'article

E brezhoneg, Local, NANTES, Sport

Nag ur souezh : c’hoarierien mell-droad a-enep ar mailhurennoù LGBT

Découvrir l'article

E brezhoneg, Local, NANTES, Sport

FK Naoned : Kombouare skarzhet !

Découvrir l'article

BREST, E brezhoneg, Local, Sport

Stad Brestad : Der Zak’ skarzhet !

Découvrir l'article

E brezhoneg, Local, NANTES, Sport

Ligue Europa : un « tokad » en akomod d’an FK Naoned

Découvrir l'article

E brezhoneg, FOUGERES, Local, Sport

Mell-droad : Ganet eo an « US Fougères » !

Découvrir l'article

E brezhoneg, Local, NANTES, Sport

An FK Naoned rediet da adlakaat Anthony Limbombe er skipailh unan !

Découvrir l'article

PARTICIPEZ AU COMBAT POUR LA RÉINFORMATION !

Faites un don et soutenez la diversité journalistique.

Nous utilisons des cookies pour vous garantir la meilleure expérience sur Breizh Info. Si vous continuez à utiliser le site, nous supposerons que vous êtes d'accord.

Clicky