Emañ euskariz o prederiañ war ur moneiz « holl-euskarad »

An nep a zo bet da Vro-Euskadi an norzh a zo bet bammet gant an « eusko », ar moneiz lec’hel eus an teir froviñs eus Ipparalde. E kalz a voutikoù e c’heller paeañ en eusko ha n’eo ket er stalioù alternativel nemetken.

E Breizh ez eus moneizoù lec’hel ivez met n’eus hini ebet ken implijet hag « hollek » hag an eusko.

Bremañ emañ an abertzale o prederiañ war ur moneiz euskarad hag a dalvezfe en euskadi a-bezh ! D’an 8 a viz c’hwevrer e vo un emvod e Baigorri war ar sujed-mañ. Ar c’hevredigezhioù Euskal Moneta, hag a ra war-dro an eusko, ha Gizartearen Moneta hag he deus c’hoant sevel ur moneiz a seurt-se en Hegoalde (Bro-Euskadi ar su) a vo en emvod-mañ.

E-barzh ar jeu an deiz-mañ ivez : prezidant ar gumuniezh kumunioù Bro-Euskadi memestra hag a lavaro e soñj an dro-mañ, un den eus ar rannvro Akitania-Nevez, bez-prezidantez ar gumuniezh emrenn Naffaroa (an Navar) ha bez-prezidant ar Gipuzkoa ! Da lavaret eo ne vo ket tri gaochist o sevel kestell el loar evel e Breizh pa vez aozet seurt emvodoù.

Hag e vo ur moneiz « holl-vreizhad » er pemp departamant eus Breizh un deiz bennak ?

Crédit photo : Euskal Moneta

[cc] Breizh-info.com, 2025, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine

Cet article vous a plu, intrigué, ou révolté ?

PARTAGEZ L'ARTICLE POUR SOUTENIR BREIZH INFO

Une réponse à “Emañ euskariz o prederiañ war ur moneiz « holl-euskarad »”

  1. Patxi ab Eneko dit :

    Ur moneiz boutin zo dija evit an holl Euskariz hag an holl Vretoned, ‘gav din…

Laisser un commentaire

Votre adresse e-mail ne sera pas publiée. Les champs obligatoires sont indiqués avec *

ARTICLES EN LIEN OU SIMILAIRES

E brezhoneg, Ensauvagement, Immigration, International, Société

Euskal Herria : Gwalladeg e-kerz Gouelioù Baiona, daou gamerounad kondaonet

Découvrir l'article

E brezhoneg, Economie, FOUGERES, Local

E bro Felger e c’heller paeañ gant ar « galettes » hiviziken !

Découvrir l'article

A La Une, International, Politique

Euskadi (Pays Basque). Jakes Abeberry : mort d’un abertzale

Découvrir l'article

E brezhoneg, International

Euskadi : teir hentenn dre soubidigezh nevez er skolioù publik

Découvrir l'article

E brezhoneg, International

Bak prederouriezh en euskareg : ur gopienn difaziet nemetken

Découvrir l'article

PARTICIPEZ AU COMBAT POUR LA RÉINFORMATION !

Faites un don et soutenez la diversité journalistique.

Nous utilisons des cookies pour vous garantir la meilleure expérience sur Breizh Info. Si vous continuez à utiliser le site, nous supposerons que vous êtes d'accord.

Clicky