D’an 29 a viz genver e oa Djibril dirak lez-varn galv Roazhon. Hag eñ o chom e Tours ! Met perak e oa an den-se dirak ur lez-varn breizhad ‘ta ? Peogwir e oa bet tapet e-barzh ur fuzuilhadeg e Naoned e 2020. Un den a oa bet tennet warnañ ha gloazet. E Naoned e oa o chom Djibril d’ar mare-se ha klevet e oa bet war ur video graet e-pad ar pilladeg. Kar, bremañ, an hailhoned a ra videoioù pa vez graet taolioù fall gante, diouzh ar c’hiz eo ! Gant un den e vez lavaret al lesañv : « DD ». Hervez ar boliserien eo Djibril an DD-se ha n’eo ket « Dédé la Tuile » pe me oar, evel er filmoù kozh eus ar sinema gall.
Ya met hed-da-hed d’o enklask e komprenas ar boliserien e oa ur breutaer parizian o klask gwaskañ war un destez just a-raok un atersadenn gant ar boliserien. Ha kadarnaet e voe o suspedoù pa voe selaouet gante ar pezh a lavare Djibril e-barzh e bellgomzer-hezoug a oa gantañ en toull-bac’h !
Gant tout-se eo bet lakaet dindan evezh Djibril hag e vreutaer parizian met n’eo ket aet pelloc’h an traoù evit hemañ diwezhañ.
Evit Djibril n’eo ket memes kont : Dizalc’het eo bet er prosez kentañ met graet en deus galv ar parked. D’an 29 a viz genver e oa dirak lez-van Naoned en-dro rak prouennoù splann a zo a-eneptañ. Sapre DD !
A-benn miz e vo embannet diviz al lez-varn.
Crédit photo : DR
[cc] Breizh-info.com, 2025, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine