[Ezkaelat BI] D’an noz etre an 29 hag an 30 a viz genver zo bet taget ur studier e karter Maurepas e Roazhon. 8 paotr o deus lammet warnañ, skoet gantañ ha laeret digantañ e aferioù, botoù ha dilhad mell-droad, pellgomzer-hezoug hag all. Ne anaveze ket anezho kent. A-raok kregiñ an emgann o deus huchet warnañ : « eus peseurt orin out ? » Gwenn e oa ar paotr.
Ar re o deus taget anezhañ a oa du o c’hroc’hen avat. Gallout a rafe bezañ un afer a vrezelig etre ur strollad a drafikerien dramm eus Afrika ha trafikerien all a-orin eus Reter-Europa. E Maurepas, er mare-mañ, e vefe ur vandennad a slaved pe tchetchened o lakaat he c’hrabannoù war lech’hioù gwerzhañ dramm dalc’het gant ur strollad a sub-saharianed. Alese e vefe sub-saharianed o klask war-lec’h ar re o deus ur penn « slav ». Just e-kichen er-maez ar metro eo c’hoarvezet an afer.
Crédit photo : wikipêdia (cc)
[cc] Breizh-info.com, 2025, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine