D’ar sadorn 25 a viz genver o deus manifestet kantadoù a emsaverien etre Irun ha Hendaye evit souten seizh den o doa sikouret 36 embroad da dreuziñ ar pont Santiago etre ar Su hag an Norzh deiz kentañ ar C’horrika, ar redadeg evit an euskareg.
E-touez ar vanifesterien e oa bannieloù eus strolladoù ha sindikadoù gall an tu-kleiz evel boaz met ivez bannieloù eus strolladoù broadelour euskarad : EH Bai, Sortu, ar sindikad LAB met ivez ar strollad Bizi ha me oar piv c’hoazh.
Evel e Breizh gant strolladoù an Emsav e talc’h mort an abertzale euskarad d’o hunvreoù Trede-Bedour, hunvreoù toull ar 70’s, 80’s ha 90’s. Ha koulskoude en deus cheñchet kement ar bed abaoe an amzer-se…
Crédit photo : DR
[cc] Breizh-info.com, 2025, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine