Setu keloù mat d’ar chanteroù Sant-Nazer ! Ur vag nevez a vo da sevel e kêr ar bigi meur, ur mordreizhet aze, urzhiet gant an embregerezh amerikan « Royal Caribbean group ». Ur vag eus ar rummad « edge » e vo, ar c’hwec’hvet hini savet e Sant-Nazer memestra. Unan eus ar rummad-se a zo war sevel abaoe mizioù dija : an « Xcel »an hini eo. E miz here 2025 e vo achu gantañ.
Bremañ e oar labourerien ar Chantieroù o do fred betek 2028 gant an « Edge » nevez. Mod-se emañ an traoù e Sant-Nazer : pa vez gouvezet ez eus ur vag ouzhpenn er c’harned urzhiad e vez laouen an dud rak gouzout a ouzont e c’hellint gounit o zamm bara.
[cc] Breizh-info.com, 2025, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine
Une réponse à “Sant-Nazer : hag ur vag nevez da sevel !”
bevet ar chanteriou « penhoet » ! ar porz hag ar chanteriou o deus krouet sant nazer nevez er 19ved kantved
penn-kentañ an istor , lennit ma blog « karrikell » , ar sac’h-dorn breizhat eus rannvro Nazer
http://karrikell.over-blog.com/2025/01/histoire-de-la-fondation-du-port-de-saint-nazaire-rene-kerviler-table-des-matieres.html