Ur parrez bihan eus Bro Dreger eo Brengoloù. D’an 8 a viz ebrel 2024 e voe pulluc’het an iliz gant an tan-gwall. Ur milion a eurioù a zo bet roet gant an asurañs evit hec’h adsevel met n’eo ket a-walc’h, anat. Buan-tre goude an tan-gwall e voe savet ur gevredigezh evit rastellaat arc’hant evit adsevel an iliz. 40 000€ a zo bet kavet betek-henn.
E 2025 e fell d’an aotroù maer kregiñ gant al labourioù. Da geñver an Hetoù, d’an 10 a viz genver, en doa lavaret sklaer e vo konduet an afer-se e 2025 ha pelloc’h rak ne vo ket adsavet an iliz Brengoloù ken buan ha « Notre-Dame ».
Emañ kêr Vringolo o klask skoazelloù-arc’hant c’hoazh.
Crédit photo : capture page Facebook Commune de Bringolo (photo d’illustration)
[cc] Breizh-info.com, 2025, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine