Piv a dag ar studierien e Brest ?

E miz here 2024, ur studer e medisin a zo bet taget war parkva ar skol-veur. Ur tropellad a dud a lammas warnañ, a skoas gantañ, a strinkas gaz outañ hag az eas kuit gant e oto.

Nevez zo, d’an 08 a viz genver, zo bet taget ur studier war ar gwir, straed Kergoat, gant tri den. E bellgomzer hezoug a zo bet laeret. Serret eo bet an dagerien un tamm pelloc’h. Yaouank-tre e oant : 18, 18 ha 16 vloaz. Ha tud eus ar vro int ? Chitit ! Arabat goulenn, arabat lavarout !

Etretant zo bet ur pemzek bennak a dagadennoù a seurt-se. A-enep ar re yaouank pe ar studierien bewech. Hag a-enep ar baotred kentoc’h ! Pellgomzerioù, botoù, arc’hant, kartennoù bank a zo bet laeret. Goulennet he deus an UBO e vefe muioc’h a boliserien o rodal tro lec’hennioù Kergoat pe Bouguen ha vijiled eus un embregerezh prevez a zo bet gopret evit evezhiañ ouzh ar C’hrous.

Drol eo, n’o deus ket manifestet studierien eus an tu-kleiz pellañ « a-enep ar polis faskour » hag ar « vijiled, milis ar batroned ».

E Naoned e c’hoarvez tamm-pe-damm ar memes tra abaoe bloaz : studierien a vez taget ingal war ar C’hampus. Ha n’eo ket gant begoù gwenn e vezont taget e-giz-se… Justamant, unan eus an tri zager yaouank serret e miz genver a oa a-orin eus Naoned.

Aterset gant Le Télégramme, komiser Brest a ro un ali d’ar studierien : « arabat bezañ ho-unan o pourmen d’an noz ». E berr komzoù : d’ar rakailhed eo straedoù Brest goude 8e noz !

Crédit photo : DR
[cc] Breizh-info.com, 2025, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine

 

Cet article vous a plu, intrigué, ou révolté ?

PARTAGEZ L'ARTICLE POUR SOUTENIR BREIZH INFO

2 réponses à “Piv a dag ar studierien e Brest ?”

  1. claude kerbiriou dit :

    – « ur studier e gwir » signifie « un vrai étudiant ». « Un étudiant en droit » se traduit par « ur studier war ar gwir ».
    – On ne dit pas « an tagerien », mais « an dagerien »
    – On ne dit pas « ha tud eus ar vro eo ? » mais « tud eus ar vro int ? »

    1
  2. Raymond Neveu dit :

    Oh…vue l’heure je lève le pouce…mais je vais y penser car cela mérite réflexion même si a priori je souscris.

    0

ARTICLES EN LIEN OU SIMILAIRES

Culture, Culture & Patrimoine, E brezhoneg, Local, RENNES, Tribune libre

D’ar 17 a viz mae e vo ur vanifestadeg evit ar brezhoneg met… [L’Agora]

Découvrir l'article

E brezhoneg, Guérande, LA BAULE, Local, Sociétal, Société

Ar Roc’h-Bernez (56) : panelloù istorel e skritur inkluzivel

Découvrir l'article

BREST, E brezhoneg, Ensauvagement, Local, Société

Brest : 13 vloaz ha laer war Le Bon Coin

Découvrir l'article

BREST, Ensauvagement, Local, Société

Brest : Narcoguérilla à Pontanézen, François Cuillandre « condamne »…

Découvrir l'article

E brezhoneg, Local, LORIENT

An Oriant Tolpad Kêrioù a lâr’ Ya da live 2 ar garta aveit ar brezhoneg

Découvrir l'article

E brezhoneg, Education, International, Société

Norzh Bro-Gembre : nebeutoc’h a saozneg er skolioù, muioc’h a gembraeg

Découvrir l'article

E brezhoneg, Local, ST-BRIEUC

Binig-Staol (Bro-Oueloù) a lavar « Ya d’ar Brezhoneg »

Découvrir l'article

BREST, E brezhoneg, Ensauvagement, Local, Société

Brest : etre 13 ha 15 vloaz, ar re-se o deus « kodoù ar street »

Découvrir l'article

BREST, Politique

Attaque d’une séance de dédicace d’Éric Zemmour à Brest : deux ans après, l’impunité pour les agresseurs d’extrême gauche ?

Découvrir l'article

E brezhoneg, Evenements à venir en Bretagne

100vet deiz-ha-bloaz Gwalarn

Découvrir l'article

PARTICIPEZ AU COMBAT POUR LA RÉINFORMATION !

Faites un don et soutenez la diversité journalistique.

Clicky