E Ahetze, en Ipparalde (Norzh-Euskadi) e oa ur votadeg kêr d’an 12 a viz genver. Roet en doa e zilez ar maer kozh.
Aet eo ar maout gant Ramuntxo Labat (EH Bai), un abertzale eus an tu-kleiz, gant 44,37% eus ar mouezhioù. Teir listenn a oa war ar renk d’an eil tro.
Embannet en deus Ramuntxo Labat e felle dezhañ kas war-raok an euskareg er gumun (un ikastola a zo e Ahetze). Met, berr e vo an amzer evitañ kar e miz meurzh 2026 e vo ar votadeg kêr hollek !
Crédit photo : DR
[cc] Breizh-info.com, 2025, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine