E miz ebrel en doa tennet un den a 27 vloaz war un ti e Dol. Ti e amezegez e oa ha bec’h e oa etrezo a-zivout ur c’harr-tan : prestet he doa ur c’harr-tan dezhañ kar ur c’hlasker-bara eo met, etretant, en doa « eskemmet anezhañ » !
En ti e voe toullet ur prenestr hag ur volotenn a voe kavet en unan eus estajerennoù ar saloñs. En holl e voe adkavet un ugent bennak a volotennoù memestra !
A-raok degouezhet tro 1e vintin d’an 3 a viz ebrel en doa ar paotr pellgomzet d’ar vaouez evit goulenn ganti ma oa « armet » kar « eñ a oa hag e oa o tont ». Alese, ne voe ket diaes d’an archerien kompren piv en doa graet an taol.
Pelec’h en doa prenet an arm ? War ar maez e Bro Dinan… Bremañ e c’heller prenañ seurt armoù e pep lec’h, goût a rit !
O paouez bezañ dibrizonet e oa kar, daoust dezhañ bezañ 27 bloaz, en deus dija ur roll lez-varn hir evel an drougamzer. Forzh penaos en deus achapet eus un toull-bac’h dija (ha kondaonet evit se).
Kaset eo bet d’an disheol en-dro. Gant ma ne teu ket an doare da dec’huit kuit ur wech ouzhpenn !
Illustration : DR
[cc] Breizh-info.com, 2025, dépêches libres de copie et de diffusion sous réserve de mention et de lien vers la source d’origine